Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/467

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4 a C’houere
459
sant ulrik, eskop

vouenn ann dud brudeta a zo bet biskoaz var ann douar. Rak-se lakit hoc’h hano a gristen dreist ann hini oc’h euz bet digant ho kerent, ha diouallit d’ober morse netra a ve eunn dismegans evit ar zant pe ar zantez roet d’ehoc’h evel paeroun pe vaerounez da zeiz ho padiziant.





ar pevare devez a viz gouere


SANT ULRIK, ESKOP
————



Ar zant-ma a ioa ganet e kear Aosbourg enn Allemagn, hag a oue kaset d’ar skol da abati Sant-Gall. Pa oue echu he studi ganthan, sant Adalberon, eskop Aosbourg, her c’hemeraz enn he balez hag a gargaz anezhan da ingala he aluzennou etre ar beorien. Goudeze ez euz da bardouna da Rom. Ar pab hen resevaz gant eur vadelez a dad hag a c’houlennaz outhan euz a be leac’h oa. Ulrik a respountaz : « — Me zo euz a gear Aosbourg enn Allemagn, hag o chom gant Adalberon, eskop ar gear-ze. » Neuze ar pab a lavaraz d’ezhan : « — Va mab, Adalberon a zo maro, ha bolontez Doue eo e veac’h eskop var he lerc’h. » « — Tad santel, eme Ulrik ker buhan, me zo re iaouank da veza eskop hag ouspenn, n’em euz ket a zeskadurez aoualc’h. » « — Mad, eme ar pab, ma ne fell ket d’ehoc’h gouarn eskopti Aosbourg brema pa ren ar peoc’h ennhan ha p’ema peb tra enn urs, c’houi her gouarno divezatoc’h pa vezo dismantret-holl dre ann tan hag ar c’hleze. »

Ar pez a lavare ar pab a deuaz da veza guir. A benn pemzek vloaz goude, Ulrik a oue hanvet da eskop e plas ann hini a ioa bet choazet da genta p’oa maro sant Adalberon. Mes allaz ! truez oa guelet e pe stad edo kear Aosbourg d’ann ampoent. Paianed ann Hongrii hag ar Slaved o doa great skrab ennhi, ha devet zoken ann iliz kathedral. Ann eskop nevez a hastaz sevel eunn iliz all evit asambli ar bobl, ha ne espernaz netra evit pourvei da ezommou ann dud keiz a ioa lakeat var ann douar noaz.