Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/466

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
458
3 a C’houere
s. felis, s. irenee ha santez mustiola

ennhan adarre. Goulskoude, o veza ma’z oa ann introun-ze euz ann noblans vrasa, ne gredaz ket he gelver dirazhan ; mes mont a eure he-unan d’he c’haout enn he falez evit rebech d’ezhi ar pez e devoa great.

« — Introun, emezhan, ho komportamant a zo eur vez hag eunn dismegans evit ann hano a zougit.

« — Tursius, a respountaz Mustiola, guelloc’h eo beza euz a lignez ar Zent a gred e Jezuz-Krist eged euz a vouenn ann dud brudeta a zo bet biskoaz var ann douar.

« — Introun, ho tadou koz n’o devije ket komzet evelse.

« — Va zadou koz n’o doa ket ann eur da anaout Jezuz-Krist eveldon-me.

« — Mes perak ez it-hu enn noz da redet ar prizouniou evit touella ar brizounierien ?

« — Ar garantez am euz evit Jezuz-Krist eo am c’has ; rak ar brizounierien-ze a zo holl bugale ha servicherien da Jezuz-Krist kerkouls ha me.

« — Sentit ouz ann impalaer enn eur ginnig ezans d’ann doueou, mar fell d’ehoc’h savetei ho puez hag ho tanvez.

« — Tursius, eme Vustiola er meaz anezhi he-unan, blasphemi a rez heb gouzout petra leverez. »

Letanant ann impalaer, drouk ennhan ken a grene, a ordrenaz da genta dibenna kement kristen a ioa er prizoun nemed ann avieler Irenee. Hema a oue dispennet he gorf gant kribinou houarn, ha rostet goudeze a nebeudou ken na varvaz erfin enn eur drugarekaat he Zalver Jezuz. Neuze ann introun Mustiola a oue lakeat d’he zro etre daouarn ar vourrevien, ha Tursius a reaz he skourjeza gant fouetou ploumm ken na laoskaz ive he huanad diveza. Maro ar verzerien zantel-ze a erruaz d’ann tri a viz gouere euz ar bloaz 274 pe var dro.


SONJIT ERVAD

Eunn dra gaer eo dougen eunn hano direbech. Eur guir gristen a boanio bepred evit hen derc’hel digaillar. Guelloc’h eo c’hoaz koulzgoude beza euz a lignez ar zent a gred e Jezuz-Krist eged euz a