Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/468

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
460
4 a C’houere
sant ulrik, eskop


Evithan a veve enn he balez evel eur manac’h enn he gouent. Sevel a rea ato da deir heur dioc’h ar mintin evit mont da lavaret he vrevier asambles gant ar chalonied. Da c’houlou-deiz e lavare c’hoaz offis ann anaoun er c’heur, ha goudeze e kleve eunn offerenn var gan. Var dro nav heur ec’h offerenne he-unan. Enn eur zont euz ann iliz ez ea d’ann hospital, hag eno e voalc’he ho zreid da zaouzek paour. Ne rea nemed eur pred bemdez ha ne zebre morse a gig. Eur pallenn kolo blansonet a zerviche d’ezhan da vele epad ann nebeut amzer a roe d’ar c’housked. Er c’horaiz e kreske c’hoaz he binijennou, hag e tremene enn iliz ann deiz holl, kouls lavaret, hag ann hanter euz ann noz.

Eur vech er bloaz e rea tro he eskopti, hag e kement leac’h ma’z ea e prezege d’ar bobl. Diou vech er bloaz ive e c’halve enn dro d’ezhan holl veleien he eskopti evit en em glevet gantho divar benn ar pez a vije guella da ober evit lamet ar giziou fall, diarbenn ann dizursiou ha lakaat ar feiz hag ann devosion da ren muioc’h-mui etouez ann dud fidel. Doue a vennigaz ar boan a gemere evit santifia ann eneou a ioa enn he garg, hag heb dale e oue guelet eur jenchamant kaer, ken e kear Aosbourg, ken er parreziou divar ar meaz.

Etre daou e savaz brezel etre impalaer ann Allemagn hag he vab ; mes Ulrik a labouraz kement d’ho unani ma teuaz erfin a benn euz he daol. Goudeze paianed ann Hongrii a glaskaz adarre kemeret kear Aosbourg. Neuze, epad m’edo ar zoudarded o tifenn ar mogeriou hag ann doriou, ar Zant a ieaz he-unan d’ho c’haout, ar stol ganthan enn he gerc’henn, evit rei nerz d’ho c’haloun. Araok en doa lavaret d’ar merc’hed en em ranna e diou vandenn, ha mont, unan da ober tro kear gant ar c’hroaziou enn eur bedi Doue a vouez huel, hag eben d’ann iliz da c’houlenn sikour digant ar Verc’hez. Antronoz ec’h offerennaz mintin mad, hag e lavaraz d’ar re a ioa enn he offerenn lakaat ho holl fizians e Doue, hag e Doue hebken. A benn antronoz all, arme ann impalaer a erruaz dioc’h ann adren var arme ar baianed, hag a gempennaz ar re-ma enn eunn hevelep feson ne c’hellaz kouls lava-