Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/443

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24 a Even
435
ginivelez sant iann-vadezour

vezo, ha lakaat a rai eunn niver braz euz a vugale Israel da zistrei ouz Doue. »

Mes Zakarias, o sonjal peger koz oa he bried hag hen, en devoue beac’h o kredi ar pez a lavaret d’ezhan. Setu perak ann eal a gomzaz outhan evelhenn « — Me eo ann eal Gabriel a vez ato em za dirak tron ann Aotrou Doue, hag em euz bet urs da zont da zigas d’ehoc’h ar c’helou euruz-ma. Mes abalamour n’oc’h euz ket bet a fizians aoualc’h em c’homzou, c’houi a jomo mud brema, ken na zeui da vir ar pez am euz diskleriet. » Var gement-se ann eal a ieaz kuit, ha divar neuze Zakarias a jomaz mud.

Goulskoude ar bobl a ioa ouz he c’hortoz er meaz euz al leac’h santel ; rak n’en doa ket a gounje da vont eno. Souezet oa e taleje keit all ; mes souezetoc’h e oue c’hoaz pa her guelaz erfin o tont enn eur ober sin ne c’helle ket parlant. Koumpren a reaz dioc’htu oa bet lavaret eunn dra bennag d’ezhan a berz Doue.

Pa oue echu he zervich var dro ann templ, Zakarias a zistroaz d’ar gear, hag Elizabeth, he bried, a gonsevaz eur bugel. A benn c’houec’h miz goude, ar Verc’hez Vari a gonsevaz ive Mab Doue dre vertuz ar Spered-Santel, ha raktal ez eaz a dreuz ar meneziou da velet Elizabeth ; rak houma a ioa kiniterv d’ezhi. Hogen, ar c’hrouadur a zouge Elizabeth a reaz eul lamm a joa enn he c’hreiz pa erruaz ar Verc’hez enn he zi, hag al lamm-ze a zinifie oa neteat he ene dioc’h sklabez ar pec’hed orijinel ha karget euz a c’hrasou ar Spered-Santel. Evelse, Iann-Vadezour a oue santifiet, araok m’oa ganet zoken, dre ar vizit a resevaz digant Jezuz, a ioa dija d’ann ampoent konsevet.

Elizabeth o veza ganet he mab, he c’herent hag he amezeien o doa c’hoant e vije roet d’ezhan hano he dad. Mes hi ne felle ket d’ezhi, hag a lavare ato : « — Nann, nann, Iann a vezo he hano. » « — Mes, eme ar re all, n’euz nikun euz ho kerent hag en defe ann hano-ze. » Neuze e oue goulennet oc’h Zakarias pe seurt hano en doa c’hoant a vije roet d’ar c’hrouadur. Zacharias a reaz sin da zigas d’ezhan eunn tamm sklent, hag a skrivaz