Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/442

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
434
24 a Even
ginivelez sant iann-vadezour


SONJIT ERVAD

Santez Ediltrud, rouanez ha diou vech dimezet, a zo chomet ato guerc’hez var ann tron hag er stad a briedelez. Doue en deuz diskouezet a vare da vare ar seurt skoueriou-ze d’ar bed evid rei d’eomp da anaout priz ar guerc’hded, hag ober mez d’ar re a lavar ne c’hellont ket beva chast. Petra ! Setu ama eur brinsez hag a zo chomet guerc’hez a benn diou vech er stad a briedelez, ha c’houi ne c’hellit ket beva chast enn hoc’h hini ! « — N’ounn ket evit va zech, » a leverot marteze. « — N’oc’h ket evit ho tech... ; nann, ac’hanhoc’h hoc’h-unan ; mes, gant sikour gras Doue, n’euz tech fall na goall ioul ebed ha ne c’hellfac’h ket beza treac’h d’ezho, ha gras Doue ne vanko biken d’ehoc’h mar bezit aketuz d’he goulenn egiz ma’z eo dleet. » Evit guir, rouez eo ann dud zo galvet da viret no guerc’hdet e stad ar briedelez. Mes, pa garer Doue a wir galoun, e c’heller diskuez ato ar c’hoant a ve da gaout eunn henvelidigez vrasoc’h gant Jezuz, pried ar guerc’hezed.





ar pevare var ’nn ugent a viz even


GINIVELEZ SANT IANN-VADEZOUR
————


Enn amzer ar roue Herodes, e veve e kreiz meneziou ar Judee eur belek santel euz al lezenn goz, he hano Zakarias. Ar belek-se en doa evit pried eur vaouez a zoujans Doue eveldhan hanvet Elizabeth. Oajet oant dija ho daou, ha n’o devoa ket a vugale. Aliez goulskoude o devoa pedet ann Aotrou Doue da rei d’ezho eur mab ; mes evit c’hoaz ho fedenn n’oa ket bet selaouet.

Hogen, dont a reaz tro Zakarias da ober ar zervich var dro templ Jerusalem. Eunn devez eta m’edo el leac’h santel oc’h ezansi dirak ann aoter, e oue spountet-holl o velet enn eunn taol kount eunn eal enn he gichen, enn tu deou d’ann aoter. Mes ann eal a lavaraz d’ezhan : « — Arabad e d’ehoc’h kaout aoun, Zakarias ; ho pedenn a zo bet selaouet : ho pried Eiizabeth e devezo eur mab hag a hanvot Iann. Ar mab-se a lakai ho kalon da zridal gant ar joa, hag he c’hinivelez a raio plijadur da galz a dud. Rak eunn den sanlel e