dioc’htu var ann tamm sklent-se : « — Iann eo he hano. » Mes kerkent e teuaz ar prezeg d’ezhan adarre, hag ec’h en em lakeaz da veuli Doue enn eur lavaret : « — Benniget ra vezo ann Aotrou, Doue Israel, abalamour m’eo bet plijet ganthan dont da velet ha da brena he bobl, hervez ar bromesa en deuz great meur a vech dre c’hinou ar bropheted ! »
Goudeze e komzaz evelhenn ouz he vab : « — Ha c’houi, va mab, emezhan, c’houi a vezo hanvet prophet ann Hini a zo dreist peb tra ; rak kerzet a reot araok ann Aotrou Doue evit dresa ha kompeza ann henchou dirazhan, hag evit deski d’he bobl ann tu da veza salvet ha da obten ar pardoun euz he bec’hejou. »
Ar brud euz ar burzudou-ze a ieaz dre holl veneziou ar Judee, ha kement hini a gleve hano anezho ho gorroe gant respet e goeled he galoun, enn eur lavaret: « — Daoust petra deui mab Zakarias da veza eunn deiz ? Rak anat eo ema dorn Doue oc’h he ren. » Goulskoude Iann a greske enn oad, ha dre ma kreske he gorf, e kreske ive he spered hag he furnez. En em denn a eure abred enn eul leac’h gouez ha distro, ha chom a reaz eno ken na deuaz ar mare evithan da brezeg ar binijenn d’ar bobl a Israel.
Sant Iann-Vadezour a zo bet santifiet araok m’oa ganet, ha choazet gant Doue evit diskleria d’ar bed oa erru erfin, nag edo tostik zoken, ar Mesias m’edot var c’hed anezhan abaoue keit amzer. Abalamour da ze Jezuz-Krist he-unan en deuz lavaret oa ar brasa sant euz al lezenn goz, ha setu perak ive ann Iliz a ra eur gouel evit henori he c’hinivelez, ar pez ne ra evit den all ebed nemed evit ar Verc’hez.
N’eo ket aoualc’h beza bet neteat dre c’hras Doue, ret eo en em zioual goude. Iann-Vadezour a dec’haz diouz ann dud evit en em zerc’hel dibec’h. Ha c’houi o chom e kreiz ar bed petra ’rit evit miret gras ho padiziant ?