Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/346

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
338
15 a Vae
sant izidor, patroun al labourerien


treac’h d’ezhan, her c’houndaonaz erfin da veza dibennet, ha Bonifas a varvaz gant joa enn eur bedi Doue evithan he-unan hag evit ann holl dud fidel. He verzerenti a erruaz er bloaz 307.

Goulskoude mestr-mevell Aglae n’oa ket eat he-unan d’ann Azii ; re all a ioa eat c’hoaz da ober koumpagnunez d’ezhan. Ar re-ma, goude beza bet o kas ho c’hezek d’ar marchosi, o doa redet kement korn a ioa e kear Tars evit klask Bonifas ; mes, kaer o devoa bet, n’o doa ket he gavet. Peger souezet ne ouent-hi ket pa glevchont lavaret antronoz en doa skuillet ive he c’hoad evit Jezu-Krist ! Prena a rejont raktal he gorf evit hen digas gantho d’ann Itali : ouspenn dek mil lur a goustaz d’ezho.

Epad ann amzer-ze, Aglae a ioa ive distroet a-gren ouz Doue. Eunn eal a ziskleriaz d’ezhi ar pez a ioa c’hoarvezet, ha pa erruaz korf Bonifas e Rom, e tigemer anezhan gant kalz a respet, ha goudeze e reaz sevel eun iliz el leac’h m’oa enterret.


SONJIT ERVAD

Bonifas a deuaz enn eunn taol kount da veza eur zant hag eur merzer euz a eunn den fall hag eur mezvier touet ma’z oa diagent. Mes Bonifas a ioa bet ato mad d’ar paour ; ouspenn-ze, lezet en doa a gostez ar c’hig hag ar guin, ha pedet en devoa ann Aotrou Doue d’he zikour. Mar kirit ober eveldhan, da lavaret eo, mar kirit beza aketuz, hervez ho kalloud, d’ann oberiou a drugarez, goulenn sikour digant Doue, ha lezel a gostez kement tra a zo bet kaoz dehoc’h d’he offansi enn amzer dremenet, c’houi a deuio ive da veza eur zant heb dale, n’euz fors peger braz pec’her e veac’h bet bete vrema.






ar pemzekved devez a viz mae


SANT IZIDOR, PATROUN AL LABOURERIEN
————


Izidor a ioa ganet e kear Madrid e Spagn. He dad hag he vamm a ioa paour, ha n’o doa ket a be a dra d’he gas d’ar skol ; mes deski a rejont d’ezhan karet Doue ha kasaat ar pec’hed, hag ann deskadurez-se a dal hirro’h