Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/347

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 a Vae
339
sant izidor, patroun al labourerien

eged holl skianchou ar bed ; rak mont a c’heller d’ar baradoz heb ar re-ma, hag heb ann deskadurez-se ne c’heller ket. Izidor eta ne c’houie na lenn, na skriva; mes ann dra-ze ne viraz ket outhan da veza eur zant braz.

En em lakaat a reaz abred e servich eunn Aotrou euz a gear, he hano Iann Vergas, ha pa oue enn oad da fortunia, e timezaz da eur plac’h iaouank fur ha devot, he hano Mari. O veza bet eur mab, ne espernaz netra evit he zevel e doujans Doue, ha goudeze ec’h en em glevaz gant he bried evit beva asambles evel breur ha c’hoar.

Iann Vergas en doa kalz douar var ar meaz, hag Izidor eo a laboure ann douarou-ze : gant ann alar e veze peurvuia. Hogen, setu ama penaoz ec’h en em gemere evit en em zantifia dre he boan hag he labour. Da zul ha da c’houel e tremene he holl amzer o pedi Doue, ha ne vanke morse, na d’ann offerenn, na da zarmoun, na da offis all ebed. Var ar pemdez, e save pell araok ann deiz, Hag abarz ma veze poent d’ezhan mont d’ar park, e rea eur vizit da gement iliz a ioa e Madrid, kouls lavaret. Dioc’h ann noz ne veze adarre fin ebed d’he beden-nou.

Goulskoude teodou fall a gountaz d’he vestr e leze he labour da ober evit chom da zibri ar zent enn ilizou. Vergas a glaskas raktal ann tu da anaout ar virionez, ha setu hen, eur mintinvez, ha mont da ober eunn dro da velet he zouarou. Peger souezet ne oue ket pa remerkaz a-ziabell Izidor o kas ann alar ha daou eal oc’h he zikour, unan a bep tu d’ezhan! Koumpren a reaz dioc’htu oa he zervicher eur mignoun braz da Zoue, ha divar neuze e oue leun a respet evithan.

Ar Zant a ioa tano aoualc’h he c’hounidegez, ha goulskoude oa mad da ober aluzenn. Aliez e roe lod euz he vern d’ar paour, pe evit lavaret guell, ne zebre aliez nemed ar pez a jome a zilerc’h ar paour. Eunn devez m’oa rinset piz ar bouet enn he di gant ar beorien a ioa bet dija, eur paour all a deuaz c’hoaz da doull ann or, hag Izidor a lavaraz d’he c’hreg : « — Mari, guelit ha ne gavot ket c’hoaz dre aze eunn tamm bennag da rei