Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/345

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 a Vae
337
sant bonifas, merzer


O veza erruet e kear Tars er Silisii, Bonifas a ieaz var ehun d’al leac’h ma edot o vourrevi ar gristenien. Ar re-ma a ioa eunn ugent bennag anezho. Unan a ioa a zistribill azioc’h eunn tan braz, he benn d’ann traon ; eunn all a ioa stag he zaouarn hag he dreid oc’h peuliou hag a ioa pell ann eil dioc’h egile; eunn all c’hoaz a ioa heskennet dre ann hanter. Hema a ioa trouc’het he zaouarn diouthan, henhont a ioa var he c’hourvez ha plantet eunn tach hirr enn he c’houzoug evit hen delc’her stag ouz ann douar ; etc.

Bonifas a dosteaz ouz ar verzerien hag en em lakeaz d’ho briata ha da boket d’ho daouarn, d’ho zreid ha d’ho jadennou, enn eur lavaret: « — Nag hen zo braz Doue ar gristenien ! Enn han’ Doue, servicherien Jezuz-Krist, pedit evidon, evit ma vezinn eveldhoc’h treac’h d’ann drouk-spered ! »

Ar gouarner, o veza he remerket, a c’houlennaz : « — Piou eo ann den-ze a ra goab ac’hanon-me hag euz hon doueou ? Digasit anezhan d’am c’haout dioc’htu. » Neuze Bonifas a respountaz : « — Me zo kristen ; Jezuz-Krist eo va mestr, hag abalamour da ze me ra fae varnhoc’h ha var ho parnedigez. » « — Pe hano oc’h euz, eme ar gouarner ? » « — Kristen ounn, evel am euz lavaret d’ehoc’h dija, ha mar c’hoantait gouzout pe hano a vez roet d’inn gant ann dud, Bonifas eo a reer ac’hanon. » « — Mad, red eo d’ehoc’h kinnig ezans d’ann doueou. » « — Eur c’hristen ne ginnig ket a ezans d’ann drouk-sperejou. Mar oc’h euz eunn dra bennag da ober d’inn, grit : va c’horf a zo etre ho taouarn. »

Ar gouarner, drouk ennhan, a reaz he zispenn gant eur gribin houarn ken a oue dizolo he eskern ; mes Bonifas a ioa he zaoulagad o para var ar verzerien zantel, ha ne laoske ket eur glemmadenn. A benn eunn heur goude e oue lemmet begou korz da zanka dindan ivinou he zaouarn ; mes Bonifas a zelle etrezek ann env hag a c’houzanve he boan heb lavaret eur ger. Goudeze e oue taolet var he benn enn eur gaoter pek bervet; mes Bonifas a reaz sin ar groaz var ar gaoter, ha n’en devoue drouk ebed. Ar gouarner, o velet ne c’helle ket beza