Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/338

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
330
11 a Vae
sant tudi, abad

merket en devoue daou ziskib ; ann daou ziskib-se a ioa iaouank-flamm pa deujont davethan, chom a rejont ganthan betek he varo, hag unan anezho a ioa he hano Tudi. Mar d-eo hennez hor zant Tudi-ni, ar zant-ma en deuz tremenet he amzer genta enn eskopti Treger, ha marteze zoken oa ginidik euz ann Irland ; rak sant Maodez a ioa ganet er vro-ze, hag ac’hano eo e teuaz da brezeg ar feiz da eskopti Treger e Breiz-Izel.

Ar pez zo sur eo sant Tudi a zo bet o chom enn eunn enezenn a zo er penn all da ster Pount-’nn-Abad, hag a zo bet hanvet a-c’houdevez Enez-Tudi. Kredabl e oue eno da genta oc’h ober he ermitach, hag evel ma’c’h errue tud a bep tu da c’houlenn beva enn he goumpagnunez evit deski ganthan skiant ar Zent, ann ermitach-se a deuaz a nebeut a nebeut da veza eur gouent. Ar Zant a oue lakeat da abad pe da zuperior, hag a varvaz er gouent-se, mes ne c’houezer ket d’ar just pe da vare. Ar gouent a oue chenchet plas d’ezhi divezatoc’h, ha kaset d’al leac’h m’ema brema bourg Loktudi. Ar zant-ma n’e ket hebken patroun Loktudi hag Enez-Tudi; bez’ ez eo ive patroun enez Groa enn eskopti Guened, hag enn iliz ann enezenn-ze ez euz c’hoaz hirio darn euz he relegou.


SONJIT ERVAD

Sant Tudi, pe hen a zo bet diskib da zant Korantin pe hen a zo bet diskib da zant Maodez, a zo ato da vihana unan euz ar re o deuz sikouret planta ar feiz enn hor bro pe o deuz he lakeat da astenn he griziou. Abalamour da ze e tleomp beza anaoudek enn he genver hag ne bedi gant fizians. Petra vijemp-ni brema ma ne vije ket deuet misionerien santel da brezeg ann Aviel d’hon tadou koz ha da ziskouez d’ezho hent ar baradoz ? Henor eta ha gloar d’ar venac’h ha d’ar visionerien-ze, ha plijet gantho beilla bepred var ar vro o deuz gounezet guech all da Zoue !

Hirio, siouaz ! ne esperner netra evit mouga ar feiz e kalounou ar Vretouned ; mes patrouned Breiz-Izel a zo braz ho galloud enn env. Mar bezomp devot d’ezho, hi hon difenno a enep ann drouk-spered hag he vevellien, hag a obteno evidomp ar c’hras da ober ar skouarn vouzar oc’h mistri-skol ann diaoul ha da veza ato krenv enn hor relijion evel ma’z oa guech all hon tadou koz.