Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/339

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12 a Vae
331
sant neree, sant achillee ha santez domitilla



ann daouzekved devez a viz mae


SANT NEREE, SANT ACHILEE HA SANTEZ DOMITILLA, MERZERIEN
————


Neree hag Achillee a ioa daou vreur, ho daou e servich ar brinsez Domitilla, nizez d’ann impalaer Domisian. Kristenien oant, hag ho mestrez a ioa kristenez ive : badezet oant bet ho zri gant sant Per he-unan. Mes Domitilla a ioa kalz iaouankoc’h eged he daou zervicher, ha n’oa ket c’hoaz ken desket hag hi var guirioneziou ar relijion.

Ar brinsez-se a ioa bet goulennet da bried gant eunn den iaouank, he hano Aorelian, hag eunn devez edo oc’h en em ficha evit plijout d’ann den iaouank-ma p’en em lakeaz Neree hag Achillee da ober meuleudi ar guerc’hded dirazhi. « — Ar guerc’hezed kristen, emezho, o deuz eur pried ha n’euz prins ebed hag a ve par d’ezhan evit ar gened, ann danvez hag ar c’halloud. Ar pried-se eo Jezuz-Krist, ar roue a c’hloar, a garg anezho er bed-ma zoken a c’hrasou dioc’h ann dibab, hag ho c’huruno er bed all gant ar sked dudiuz a zo enn dro d’ezhan he-unan. »

« — Ma’m bije gouezet ann dra-ze kentoc’h, eme Zomitilla, me n’em bije ket sonjet dimezi; great em bije ive fae var joaiou ar briedelez evel m’am euz troet kein d’ann idolou da zeiz va badiziant. Mes c’houi marteze a c’hello obten evidon ar c’hras da ober brema ar pez am bije great kentoc’h ma’m bije gouezet. »

Neree hag Achillee a redaz raktal da gaout sant Klemant, ar pab kenta goude sant Per, hag a lavaraz d’ezhan : « — Hor mestrez Domitilla, o veza anavezet peger kaer eo beza pried da Jezuz-Krist, e deuz c’hoant da voestla d’ezhan he guerc’hded; deuit eta d’he lakaat e renk ar guerc’hezed kristen.» Sant Klemant a respountaz