Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/337

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 a Vae
329
sant tudi, abad


glask pa ne vez ket a ezom, astenn ann dorn pa vez c'hoaz er c’hodell arc’hant aoualc’h da veva, ann dra-ze avad a zo laerez ann aluzenn. Mar d-oc'h paour, nemed easoc’h a ze n'ez eo d'ehoc'h gounit ar baradoz. Jezuz-Krist en deuz lavaret enn Aviel : « Euruz ar re baour, rak d'ezho eo rouantelez ann env. » Mes red e d'ehoc'h evit kement-se labourat ato keit ha ma c'hellot, teuler evez rak ar feneantiz, hag en em rezina bepred da volontez Doue e kreiz ho poan hag ho paourentez.






ar unnekved devez a viz mae


SANT TUDI, ABAD
————


Ar zant-ma a ioa diskib da zant Korantin, var a lavar lod, ha diskib da zant Maodez, var a lavar lod all. Ar roue Grallon, eme ar re genta, o veza roet da zant Korantin eur maner en devoa e parrez Ploudiern, ar Zant a reaz eur gouent euz ar maner-ze, ha kerkent e tiredaz di eur maread tud iaouank evit deski ganthan ar guir feson da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez. Hogen, ann tri vrudeta euz ann dud iaouank-se, ar re a gerze guella var roudou ho mestr, oa Guennole, Tudi ha Jakut.

Divezatoc'h, pa oue kaset sant Korantin da Dour evit beza sakret eskop gant sant Martin, Guennole ha Tudi a ieaz da ober koumpagnunez d'ezhan. Sant Martin a reaz stad anezho ho zri, hag a zakraz sant Korantin eskop. Neuze ar zant-ma her pedaz da gonzakri ive he zaou goumpagnoun abaded. Mes sant Martin a respountaz : « — Va breur ker Korantin, setu c'houi eskop brema, ha mestr enn hoc’h eskopti. N'e ket d'inn-me eo konsakri abaded ann eskopti-ze ; ann dra-ze a zo d'ehoc'h-hu da ober. » Sant Korantin o veza distro da Gemper a oue lakeat var he dron gant eur zolanite vraz, hag antronoz e konsakraz sant Guennole ha sant Tudi abaded evit ann diou gouent nevez en doa sonj ar roue Grallon da zevel.

Lod all a lavar, er c'hountrol, eo sant Maodez a oue mestr sant Tudi. E buez sant Maodez, eme ar re-ma, eo