Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/314

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
306
2 a Vae
sant athanaz, eskop ha doktor


Goude beza resevet ar Spered-Santel da zeiz ar Pantekost, ann abostol-ma a ieaz e kostez ar Sithii da brezeg ann Aviel, hag ar vro-ze holl kouls lavaret a oue gounezet ganthan d’ar feiz kristen. Erruout a reaz erfin e kear Hierapolis er Phrijii, hag eno e kavaz enn eunn templ eunn aer-viber ken teo hag he vreac’h hag a veze adoret gant ar bobl. Sant Philipp en em lakeaz da bedi Doue, ha kerkent e varvaz ann aer. O velet kement-se, beleien ann templ hag ar pennou braz euz a gear a grogaz enn Abostol hag her c’hasaz d’ar prizoun. Goudeze e oue skourjezet enn eur feson didruez, koundaonet da veza staget ouz ar groaz ha lazet a daoliou mein. He verzerenti a c’hoarvezaz e tro ar bloaz 80.


SONJIT ERVAD

Sant Philipp a lavaraz d’hor Zalver: « — Diskouezit d’eomp ho Tad, hag ann dra-ze a vezo aoualc’h evidomp. » Ene kristen, ha lavaret a c’hellit-hu kement all ? Ha lavaret a c’hellit-hu ive eo aoualc’h d’ehoc’h anaout Doue, guelet Doue ? Ha ne c’hoantaife-hu, ha ne glaskit-hu morse netra er meaz euz a Zoue? Pegen nebeut zo, etouez ann dud devot zoken, hag a c’hell lavaret gant guirionez : « Doue a zo aoualc’h evidon. » Goulenn a reer digant Doue madou ar bed-ma, iec’hed, nerz ha buez hirr ; mes nag hi zo rouez ar re a c’houlenn diganthan evel sant Aogustin ar c’hras d’he anaout ha d’en em anaout ho-unan ! O kalounou diez da garga ma n’o deuz ket aoualc’h gant Doue ! O kalounou reuzeudik mar klaskont ho euruzded er meaz euz a Zoue !






ann eil devez a viz mae


SANT ATHANAZ, ESKOP HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz a gear Aleksandrii enn Ejipt, hag a oue enn he amzer ar piller krenva euz ann Iliz ha brasa difennour e devoue ar feiz. He dad hag he vamm a ioa tud a zoujans Doue, hag a roaz d’ezhan eur gelennadurez kristen enn he vugaleach. Goudeze e reaz he studi gant sant Aleksandr, hag o veza m’en doa eur speret lemm, e teuaz heb dale da veza habil var