Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/313

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 a Vae
305
sant jakez ha sant philipp, ebestel

d’he zae, pe o klask touch outhi hebken. Mes, o veza ma c’houneze eur maread anezho da feiz Jezuz-Krist, ar belek braz Ananus a gemeraz kaz outhan hag her galvaz dirak ar varnerien. Ar re-ma a lavaraz d’ezhan : « — Ar bobl a fazi divar benn ar Mesias; d’eoc’h-hu eo he zifazia ; rak ann holl a zo prest da gredi ar pez a leverot. »

Neuze e oue great d’ar Zant pignat var lein ann templ, ha pa oue erruet eno, ar pharizianed hag ann doktored euz al lezenn a griaz outhan : « — O Just, livirit d’eomp brema petra renkomp da gredi. » Ann abostol kalounek a respountaz raktal a vouez huel : « — Jezuz, Mab ann den, a zo hirio azezet enn env enn tu deou da Zoue he Dad, hag eunn devez e teui var eur goabrenn da varn ar bed holl. » Ann doktored euz al lezenn hag ar pharizianed a ieaz enn egar o klevet ar respount-se, ha setu hi ha pignat ive var c’horre ann templ ha pilat ar Zant ac’hano d’ann traon.

Goulskoude ann Abostol ne oue ket lazet enn eur goueza. Sevel a reaz c’hoaz var bennou he zaoulin enn eur lavaret evel he Vestr : « — Pardounit d’ezho, va Doue, rak ne c’houzont ket petra reont. » Mes eul labourer euz a gear a oue digernez aoualc’h evit he beurgas a daoliou morzol. He verzerenti a erruaz er bloaz 62 goude donedigez hor Zalver.

Sant Philipp a ioa ganet e Bethsaid er Galilee. Dimezet oa, mes ann dra-ze ne vire ket outhan da veza eunn den devot hag a zoujans Doue. Jezuz-Krist her c’havaz var he hent enn eur zont dioc’h kostez ar Jourden, hag a lavaraz d’ezhan mont d’he heul. Philipp a zentaz var ann heur, ha divar neuze ne guiteaz mui hor Zalver. Er bloaz varlerc’h’e oue great abostol.

O klevet Jezuz o komz divar benn he Dad, da fin ar goan diveza a reaz er bed-ma gant he ebestel, sant Philipp en devoue ann hardisegez da lavaret d’ezhan : « — Mestr, diskouezit d’eomp ho Tad, hag ann dra-ze a vezo aoualc’h evidomp. » Mes hor Zalver a respountaz ker buhan : « — Philipp, ann nep am guel-me a vel ive va Zad. Penaoz eta e c’hellit-hu lavaret: Diskouezit d’eomp ho Tad ? »