Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/315

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2 a Vae
307
sant athanaz, eskop ha doktor

skianchou ar bedihag habiloc’h c’hoaz var ar skianchou sakr. Pa oue echu he studi ganthan, e resevaz ann Ursiou betek ann Urs a avieler. Sant Aleksandr a ioa d’ann ampoent eskop e Aleksandrii, hag en doa kement a istim evithan ma ne rea netra heb goulenn he ali. He gas a eure ganthan da gonsil Nisee.

Konsil Nisee a oue asamblet dre urs arpab er bloaz 325 evit diarbenn herezi pe fals kredenn ann Arianed. Ar re-ma a ioa eur rumm heretiked hag a lavare n’en doa ket Jezuz-Krist eur memes natur gant Doue ann Tad, ha rak-se n’oa ket e guirionez Doue evel ann Tad. Athanaz a ziskouezaz d’ezho ker sklear n’oa ket eunn neudenn ehun ennho ha ne oa nemed gevier ha fallagriez oc’h ho heul ma’z oa ann eskibien souezet-holl ouz he glevet. Ann Arianed avad a gemeraz kement a gaz outhan ma n’en devoue hiviziken peoc’h ebed dioutho betek fin he vuez, kouls lavaret.

A benn pemp miz goude, e varvaz sant Aleksandr, hag Athanaz a oue choazet evit delc’her he blas, petra bennag ne oa c’hoaz nemed tregont vloaz. Ann eskop nevez ne espernaz nag he boan nag he amzer evit pourvei da holl ezommou ann eneou a ioa fiziet enn he garg. Mes ann heretiked ne jomjont ket pell heb klask trabas outhan. Tamali a rejont d’ezhan a bep seurt traou : betek laer, muntrer, avouitrer ha sorser e oue lakeat gantho. Athanaz n’en devoue ket a veac’h o tiskouez ez oa ken aliez a c’haou hag a c’her er pez a gounte ann Arianed divar he benn; mes he enebourien a reaz kement var ann impalaer Konstantin ma oue koundaonet evelato da guitaat he eskopti ha d’en em denna e kear Trev enn Allemagn.

Goulskoude ann impalaer a zavaz keuz ganthan da veza koundaonet ar Zant d’ann harlu, ha kerkent hag ar bloaz varlerc’h Athanaz en devoue kounje da zistrei da Aleksandrii. Pa erruaz eno, e oue great kement a henor d’ezhan ma ne vijeket bet great muioc’h d’ann impalaer he-unan. Mes ann dra-ze a lakeaz ann Arianed da egari outhan muio’h-mui, hag abarz nemeur e renkaz kuitaat he eskopti evit ann eil guech.