Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/29

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
8 a C’henver
21
sant lusian, eskop



ann eizved devez a viz genver


SANT LUSIAN, ESKOP HA MERZER
————



Sant Lusian, eskop, a ioa ganet e Rom, hag a oue gounezet d’ar feiz ha badezet gant sant Per. Goude maro ann abostol-ma, ar pab sant Klemant hen digasaz e Frans asambles gant sant Denis, hag e oue karget da brezeg ann Aviel e kostez Beauvais. Eskop oa dija d’ann ampoent, ha daou goumpagnoun a oue roet d’ezhan evit he zikour, ar belek Maksian hag ann avieler Julian.

E kostez Beauvais ez oa neuze kalz koajou evel a ioa ive e Breiz-Izel. Ann dud divar ar meaz o doa savet koz toullou-tiez e kreiz ar c’hoajou-ze, hag a veve eno, kouls lavaret, evel bleizi. N’o doa tamm anaoudegez ebed euz a Zoue, ha ne c’houient ket piou en devoa ho lakeat er bed nag evit petra edont var ann douar. A vare da vare ec’h en em zastument dindan eur vezenn zero braz-braz hag hirr he skourrou, evit kinnig sakrifisou d’ann doueou faoz a adorent. Neuze e veze danset, kanet, iouc’het, ha great a bep seurt diotachou. Avechou zoken e lazent tud, goazed, merc’hed pe vugale, evit henori ho doueou faoz.

Hed ar steriou, pe var c’horre ar meneziou, ez oa eur gear bennag ama hag ahont. Tud ar c’heariou-ma n’oant ket ker gouez, ha ne vevent ket enn eur fesoun ken dizoare hag ann dud divar ar meaz ; mes, a hent all, ne oant tamm guelloc’h, er c’hountrol eo. Enn amzer-ze, ar Frans a ioa holl dindan galloud ar Romened, hag ar re-ma a lakea buhan ho dizursiou hag ho fals kredennou da ren er broiou o deveze trec’het dre ho armou.

Lusian a brezegaz, da genta, d’ann dud divar ar meaz. Mont a reaz da jom enn ho zouez, kemeret a eure perz enn ho faourentez, enn ho foaniou, enn ho feson da veva, hag evelse e teuaz heb dale da veza mignoun