lamaz buhan ann nec’hamant-se divar ho spered. « — Va stomok, emezhan, a zervicho da aoter. Lakit varnhi ar bara hag ar guin a renker da gaout evit offerenna, ha goudeze me ho c’hinnigo da Zoue hag ho c’honzakro hervez ar c’hustumm. »
Great e oue evel ma c’hoantea ar Merzer. Ar bara hag ar guin a oue lakeat var he stomok ; eunn avieler a ioa krog er c’halir evit miret outhan da goueza, ha raktal Lusian, he zaoulagad troet varzu ann Env, a lavaraz pedennou ann offerenn evel ann ordinal hag a ginnigaz da Zoue ar sakrifis santel, he ziskibien bodet enn dro d’ezhan. Pa erruaz gant ar gommunion, e kommuniaz he-unan gant sikour ann avieler, ha goudeze he ziskibien a gommuniaz holl ive. Dre chans, pe evit lavaret guell, dre eunn taol euz a Brovidans Doue, ar goardou ne deujont ket var dro ar gristenien epad ann amzer-ze.
Antronoz, unan bennag a deuaz d’ar prizoun, euz a berz ann impalaer, da velet hag ar Zant a ioa beo c’hoaz. O veza he gavet beo, e c’houlennaz outhan a be vro oa. « — Kristenn ounn, » a respountaz ar Merzer. « — Ha pe seurt micher oc’h euz? » « — Kristenn ounn », eme ar Merzer adarre « — Hag ho tud,pe hano o devoa ? » « — Kristen ounn », eme ar Merzer evit ann drede guech, hag enn eur gomz evelse e roaz e peoc’h he ene da Zoue d’ar seiz a viz genver euz ar bloaz 312. Lod a lavar goulskoude e oue dibennet.
Pa oue goulennet outhan euz a be vro oa, pe seurt micher en doa ha pe hano o devoa he dud, sant Lusian ne rea nemed lavaret ; « Kristen ounn. » « — E guirionez, eme zant Iann Krizostom, peseurt bro, pe seurt micher ha pe seurt lignez a c’houfe beza par da re eur c’hristen ? Bro ar christen eo ar Baradoz, he vicher eo beva gant Doue hag evit Doue, hag he lignez eo lignez ar Zent, lignez bugale Doue. Petra c’hell beza kaeroc’h eged ann dra-ze ? »