Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/30

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
22
8 a C’henver
sant lusian, eskop

d’ezho. Neuze e labouraz d’ho gounit d’ar feiz gant sikour he zaou goumpagnoun, ha Doue a vennigaz he labour. Eleiz anezho a zilezaz servich ho doueou faoz, hag a resevaz ar vadiziant hag ar zakramant a gonfirmasion.

Goudeze Lusian a ieaz ive da gear Beauvais. Eno ez oa soudarded romen, hag hiniennou euz ar re-ma a ioa kristenien : pebez joa evitho klevet hano euz ar Zant ! Hiviziken eta ne vijent mui var ann douar evel bugale emzivad ; mes bez’ o devije enn ho c’hichen eunn Tad evit pourvei da ezommou ho ene dre gomzou Doue ha dre ar zakramanchou.

E kear Beauvais, Lusian a brezegaz gant kement a frouez ha m’en devoa dija great var ar meaz. Ar pez a roe muia nerz d’he brezegennou, goude gras Doue, oa he vuez kalet ha pinijennuz. Ne zebre nemed bara ha louzeier kriz pe boaz, ha ne eve morse nemed dour. Ar sperejou hag ar c’halounou a veze gounezet dioc’htu oc’h he glevet pe ouz he velet hebken. Abarz nemeur eta, e kear evel var ar meaz, ar relijion gristen a oue heuliet gant eur maread tud, ha gant tud a bep stad hag a bep renk.

Lusian a gendalc’haz, epad pemp bloaz var’nn ugent, da labourat evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou e kear Beauvais hag er c’harteriou divar dro. Erfin, gouarner romen ar vro, o veza klevet e kreske bemdez niver ar gristenien ha n’oa ken kaoz nemed ar Zant, a roaz urs da dri archer da vont d’he glask ha d’hen digas dirazhan beo pe varo.

Ann tri archer a gavaz Lusian hag he zaou goumpagnoun var eur menez hag a reat Menez-Mil anezhan, varnhed eul leo dioc’h Beauvais. Evit spounta ar Zant, e lazchont da genta Maksian ha Julian a daoliou sabrenn. Mes Lusian ne reaz van evit kement-se, hag a lavaraz d’ezho : « — Me zo diskib da Jezuz-Krist, ha va brasa joa a ve mervel evithan. » Neuze ann archerien a stagaz d’ezhan he zaouarn adren he gein evit he skourjeza ha goudeze hen dibennchont d’he dro Kerkent e paraz eur sklerijenn dreist-ordinal var ar menez, hag eur vouez euz ann Env a lavaras : « — Deuz, servicher kalounek,