D’ar mare-ze, Nestorius, eskop pe batriarch Konstantinopl, en em lakeaz da lavaret ne oa ket ar Verc’hez Vari mamm da Zoue, ha ne dliet ket rei ann hano-ma d’ezhi. Enn hor bro-ni, ar vugale azo enn oad da ober ho fask a c’hoar holl ez euz e Jezuz-Krist diou natur, natur Doue ha natur ann den, mes n’ez euz nemed eur persounach, persounach Mab Doue. Ar Verc’hez Vari a zo eta mamm da Zoue p’e guir eo mamm da Jezuz-Krist, ha p’e guir n’ez euz e Jezuz-Krist nemed eur persounach hag a zo Doue evel ann Tad hag ar Spered-Santel. Mes Nestorius en doa chenchet ar gentel-ze euz ar c’hatekiz. « E Jezuz-Krist, emezhan, ez; euz daou bersounach, per sounach Mab Doue ha persounach ann den ; hogen, ar Verc’hez n’eo mamm nemed da bersounach ann den, ha rak-se n’e ket e guirionez mamm da Zoue. »
Beleien ha tud fidel Konstantinopl a skrijaz kenta tro ma klevchont eunn hevelep blasphemm er gador. Mes eur vech all e klevchont goasoc’h c’hoaz, hag enn dro-ma ar bobl holl a laoskaz eur griadenn estlammuz, hag a dec’haz kuit euz ann iliz gant he heuz hag he spount. Ar brud euz a gement-se o veza eat betek ann ermited koz o doa tremenet ho buez pell dioc’h trouz ar bed, ann ermited-ma a deuaz ho-unan da rei dirak ann holl hag a vouez huel testeni d’ar feiz katholik. « Ia, emezho, ar Verc’hez Vari a zo mamm da Zoue; setu petra e deuz desket ato ann Iliz d’he bugale, ha prest oump da skuill hor goad evit difenn ar virionez-se. » Sant Selestin a ioa bepred var evez evit diarbenn ar fals kredennou e kement leac’h m’en em ziskouezent. Pa glevaz petra ioa erruet e Konstantinopl, ec’h asamblaz dioc’htu eunn nebeut eskibien e Rom, ha goude beza kemeret kuzul digantho, e koundaonaz Nestorius da veza eskummunuget ha torret euz he garg, nemed en em zislavaret a raje dre skrid a benn dek devez. Mes ann eskop aheurtet-se ne reaz van euz ar zetans douget gant ar pab, hag a gendalc’haz da lavaret ne oa ket ar Verc’hez Vari mamm da Zoue.
Neuze e oue asamblet eur c’honsil jeneral e kear Ephez, ha kerkent ha ma oue digoret, ar c’honsil-ma a