Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/252

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
244
6 a Ebrel
sant selestin i, pab

ha prezeg a reaz gant kement a nerz e Guened, el leac’h m’edo ann duk, hag e peb korn euz ar vro, ma oue guelet heb dale eur jenchamant kaer, ken etouez ann dud a iliz, ken etouez ann noblans hag ar bobl.

A benn daou vloaz goude, e klanvaz enn eur zistrei euz ann Normandi d’ar Spagn, hag e teuaz adarre da Vened. Eno e varvaz d’ar pemp a viz ebrel euz ar bloaz 1419, oajet a nao bloaz ha tri-ugent, daou viz ha trizek devez.


SONJIT ERVAD

Ann drouk-spered ne ehan d’hon tenti epad ar vuez-ma; mes d’ar pec’hejou vil eo e klask ar muia hon dougen abalamour ma c’hoar ec’h en em blij ann Aotrou Doue o rei grasou dioc’h ann dibab d’ann eneou pur ha chast. Hogen, arabad eo d’ehoc’h fallgalouni evit kement-se ; mes dalc’hit mad ato. Ann tentasionou-ze, n’euz fors pegeit e padfent, n’euz fors pegen heuzuz e vent, ne c’hellont ober drouk ebed d’hoc’h ene mar grit ar pez a zo enn ho kalloud evit enebi outho : ne raint neuze nemed kreski ho mirit dirak Doue, ha kreski ive dre eno ar rekoumpans a zo ouz ho kortoz enn env.






ar c’houec’hved devez a viz ebrel


SANT SELESTIN I, PAB
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Rom, hag a oue hanvet da bap er bloaz 422, goude maro sant Bonifas. Gouarn a eure ann Iliz epad dek vloaz gant eur furnez vraz. Ar pez a glaske dreist peb tra oa silvidigez ann eneou, ha n’en doaken ioul nemed da velet ar guir relijion oc’h en em astenn muioc’h-mui dre ar bed.

Abalamour da ze e lavaraz da zant Jermen, eskop Aoserr, mont euz he berz da ober eunn dro da Vro-Zaoz gant aoun na deuje kristenien ar vro-ze da veza touellet gant ann heretiked. Abalamour da ze ive e kasaz sant Pallaad ha sant Patris da brezeg ann Aviel d’ar Skoted ha d’ann Irlanded, daou bobl hag a ioa c’hoaz paian hag hanter-c’houez.