Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/254

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
246
6 a Ebrel
sant selestin i, pab

reaz ar pez en doa merket sant Selestin, da lavaret eo, e lamaz he garg digant Nestorius hag e taolas ann eskummununugenn varnhan. Hogen, tud fidel Ephez n’o doa ket labouret enn devez-se, kement a vall o doa da c’houzout petra raje ann esbibien; n’o doa ket zoken sonjet dibri, mes chomet oant azalek ar mintin e kichen dor ann iliz el leac’h m’edo Tadou ar c’honsil. Pa deuaz ar re-ma er meaz dioc’h ann abardaez, ha pa oue klevet petra o doa great, ann holl a zirollaz da grial a bouez-penn : « Aze eo ! Setu roet lamm da enebour ar Verc’hez! Henor ha gloar da Vari ! Henor ha gloar da vamm Doue!!! » Biskoaz ar bobl n’oa bet laouenoc’h; ober a reaz koumpagnunez d’ann eskibien betek ho lojeiz, ha dioc’h ann noz e oue allumet tanteziou a joa e kement korn a ioa e kear.

D’ar mare-ze, ez oa ive e Frans beleien hag a gave abeg e skridou sant Aogustin, a ioa nevez maro. Mes sant Selestin a skrivaz da esbibien ar vro, hag a lavaraz d’ezho : « — Aogustin a zo bet ato a-unan gant Ilis Rom, hag istimet gant ar pabed a zo bet em raok-me evel unan euz ar brasa doktored; red e d’ehoc’h eta lakaat da devel ar re o defe c’hoant da damall anezhan goude he varo. »

Evelse, pa ne d-ea ket ann traou ehun aoualc’h enn eunn tu bennag, sant Selestin a haste affo lakaat urs e kement-se. Ar zant-ma a varvaz e Rom er bloaz 432, goude beza bet ann eur da velet ar peoc’h o ren adarre etouez ann holl dud fidel, ken e kostez ar Zao-Heol, ken e kostez ar C’huz-Heol.


SONJIT ERVAD

E buez sant Selestin e kavomp testeniou kaer euz ar garantez hag euz ar respet o doa ar gristenien evit ar Verc’hez enn amzer genta euz ann Iliz. Setu aze ive penaoz e tleomp karet hag henori mamm Doue. Red e d’eomp beza prest ato da ziskouez d’ezhi hor c’harantez, hon respet hag hon devosion, heb aoun ebed rak ann dud. Eur guir zervicher da Vari ne c’houfe biken mont da goll; mes ne c’hellomp ket kounta var ar baradoz mar on euz mez oc’h en em lakaat e renk he zervicherien hag he bugale.