a gomz ouzomp ive dre vouez hor mistri hag hor superiored. Rak-se, o lezel a dreuz pe a gostez evit eur pennad eur bedenn a zevosion, pe eunn dra gourc’hemennet hag a ve amzer da ober divezatoc’h, pa ordren eur mestr pe eur superior eunn dra bennag all d’eomp, ne reomp e guirionez nemed kuitaat Doue evit Doue, Hogen ann dra-ma a zo meritaploc’h dirazhan eget na ve ober hor penn hon-unan o vankout da zenti ouz ar re o deuz eur c’halloud bennag varnomp.
r zant-ma a ioa ganet enn Ejipt var dro ar bloaz 305.
O veza m’oa paour he dud, e teskaz ar vicher a galvez
evit gounit he voued. Mes Doue a lakeaz enn he spered
ar zonj da guitaat ar bed, ha d’ann oad a bemp bloaz
var’nn ugent ez eaz da bedi eunn ermit koz da ober skol
d’ezhan var ar guella feson da erruout enn huela pazenn
euz ar zantelez.
Ann ermit koz a glaskaz gouzout, da genta, ha bez’ ez oa Iann eunn den humbl ha sentuz. Eunn devez eta e plantaz eur skour seac’h enn douar, hag e lavaraz d’ann den iaouank doura ar skour-ze diou vech bemdez ken na zavche bleun ha frouez ennhan. Iann a reaz a boent da boent ar pez a ioa merket d’ezhan, ha n’euz fors pe seurt amzer a veze ne vanke morse da vont diou vech bemdez, eunn hanter-heur vale ac’hano, da gerc’hat dour da deuler var ar skour seac’h. Doue a rekoumpansaz he zentidigez dre eur burzud kaer ; rak a benn bloaz ar skour seac’h a zougaz bleun ha frouez. Mes ar bleun hag ar frouez-se ne oant c’hoaz netra e skoaz ar re a zougaz ann den iaouank he-unan : hema a deuaz da veza eur blantenn dudiuz e chardin ann Iliz.
Goude maro he vestr, Iann a dremenaz pemp bloaz o vizita ar c’houenchou divar dro evit kreski muioc’h-mui ann anaoudegez en devoa dija euz a skiant ar Zent. En em denna a eure erfin enn eur garrek kleuz a ioa var eur menez distro, hag e toull ar garrek-ma e vevaz he--