Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/226

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
218
26 a Veurs
sant ludjer, eskop


Ar respount-ma a blijaz kement d’ann impalaer ma ne reaz rebech ebed d’ar Zant ; er c’hountrol eo, ober a eure stad anezhan. « — Eskop, eme Charlemagn, distroit d’hoc’h eskopti, hag hiviziken ne rit van ebed n’euz fors petra lavaro ann teodou fall; evidon-me n’ho zelaouinn mui. »

Doue en devoa roet d’he zervicher ann donezoun a viraklou. Eunn devez m’edo Ludjer oc’h taol, eur paour keaz dall a deuaz da doull he zor enn eur grial. Kerkent e oue kinniget d’ezhan kig ha bara ; mes ann dall a reaz fae varnho. Goudeze e oue kinniget d’ezhan da eva ; mes ann dall n’en doa ket a ezomm ken nebeut. Erfin, e oue kinniget d’ezhan arc’hant ; mes ann dall a respountaz n’e ket arc’hant a glaske. « — Ne glaskann, emezhan, nemed komz ouz ann Aotrou’nn eskop. » Neuze e oue kaset d’ar zal, hag ar Zant a c’houlennaz outhan: « — Petra fell d’ehoc’h a rafenn-me enn ho kenver ? » « — Rei d’inn ar gueled enn han’ Doue, » eme ar paour keaz. « — Rei d’ehoc’h ar gueled enn han’ Doue, » eme Ludjer souezet. Hogen, a veac’h en doa ar Zant lavaret ar c’homzou-ma ma teuaz ar gueled d’ann den dall, hag ar paour keaz-se en em lakeaz ouz taol laouen evit dibri hag eva asambles gant ar re all.

Sant Ludjer en doa c’hoant da vont da brezeg ann Aviel d’ann Danemark ha d’ann Norvej ; mes n’en devoue ket a gounje digant ann impalaer. Petra bennag n’oa ket iac’h pell a ioa, e kendalc’he ato da zarmoun ha da offerenna. Mervel a eure leun a veritou d’ar 26 a viz meurs euz ar bloaz 809, enn noz varlerc’h sul ar Basion, goude beza prezeget c’hoaz a benn diou vech er zulvez-se, ha lavaret ann offerenn da nav heur.


SONJIT ERVAD

Red eo ato servicha Doue, da genta, araok servicha ann dud, da lavaret eo, arabad eo morse mankout d’hon deveriou e kenver Doue evit plijout d’ann dud. Mes evit traou ha nint ket gourc’hemennet, evit pedennou hag oberiou a zevosion, pe evit traou gourc’hemennet hag a ve amzer da ober divezatoc’h ar seurt traou-se a c’heller hag a dleer zoken da lezel a dreuz pe a gostez evit eur pennad pa vezer galvet gant eur mestr pe eur superior da ober eunn dra all bennag. Doue