Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/225

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 a Veurs
217
sant ludjer, eskop

vro da feiz Jezuz-Krist; rak ann darn vuia anezho a ioa c’hoaz paianed. Doue a vennigaz he labour, ha dija en doa bet ann eur da velet ouspenn ann hanter euz he genvroiz o trei kein d’ho doueou faoz evit adori ar guir Doue, pa renkaz tec’het araok eur prins kriz ha divadez: ar prins-ma a laze ann holl gristenien hag a zeve ann holl ilizou a gave var he hent. Mes trec’het e oue gant ann impalaer Charlemagn, ha Ludjer a c’hellaz distrei d’he vro. Neuze e prezegaz adarre gant muioc’h a frouez eget biskoaz. Mont a rea e peb leac’h, eur groaz ganthan enn he zorn, hag e peb leac’h e vruzune ann idolou, hag e tiskare ann templou a ioa bet savet enn ho henor.

Etre daou e oue hanvet da eskop e Munster ; mes ar garg-ma ne zervichaz nemed da rei muioc’h a lufr hag a sked d’he vertuziou, ha da lakaat anezhan da greski he binijennou. Bez’ ez oa e guirionez pastor ha tad he bobl; kement tra en devoa a ioa evit ar beorien, hag ar re-ma a veze enn he di evel er gear.

Goulskoude ann aluzennou braz a ingale a bep tu a reaz da dud aviuz he damall e gaou : diskuillet e oue d’ann impalaer evel eunn eskop hag a forane madou ann Iliz. Charlemagn a ioa eur prins a zoujans Doue, hag a gemennaz raktal d’ar Zant mont d’he gaout. Ludjer a zentaz var ann heur, ha pa oue erruet el leac’h m’edo ann impalaer, ez eaz da loja e kichen he balez. Charlemagn, o c’houzout oa digouezet, a c’hoanteaz kaozeal ganthan antronoz-vintin, mintin mad. Mes ar Zant a ioa o lavaret he vrevier d’ann ampoent. « — Ann impalaer a c’houlenn ac’hanhoc’h » eme eunn offiser. « — Bremaik, eme Ludjer, pa vezo echu va brevier ganen. »

Pa oue echu he vrevier ganthan, setu ar Zant d’ar palez. Charlemagn a ioa eunn tamm kintou ennhan abalamour m’en doa renket gortoz. « — Eskop, emezhan, perak oc’h euz-hu daleet keit-se ? Perak n’oc’h ket deuet dioc’htu pa’m euz ho kalvet ? » « — Prins, eme Ludjer, me a ioa o pedi Doue, ha sonj am euz, p’ounn bet hanvet da eskop, c’houi hoc’h-unan o poa lavaret d’inn servicha Doue ato da genta araok servicha ann dud, araok ho servicha-c’houi zoken. »