Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/228

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
220
27 a Veurs
sant iann, ermit

unan betek ann oad a zek vloaz ha pevar-ugent, kentoc’h egiz eunn eal eged egiz eunn den. Ne zebre nemed eur vech bemdez, dioc’h ann noz, ha morse netra boaz; frouez ha louzeier kriz, ha c’hoaz nebeut anezho, setu aze he holl vagadurez. Eur prenest a ioa var he ermitach, ha dre ar prenest-se e reseve ar pez en deveze ezomm. Dre ar prenest-se ive e kaozee ouz ar re a deue d’he velet, mes da zadorn ha da zul hebken : enn deiziou all ne gomze nemed ouz Doue.

Ar brud euz he zantelez a reaz da gement a dud diredet d’he gaout, evit goulenn kuzul diganthan divar benn silvidigez ho ene, ma oue red sevel eunn ti evitho e kichen ar garrek kleuz. Iann a veze laouen ouz ann holl pa veze he zevez da gaozeal, ha merka a rea da bep hini ar pez en doa da ober evit en em zantifia hag en em ziouall dioc’h ar pec’hed. Biskoaz avad ne lezaz maouez ebed da dostaat ouz he ermitach.

Doue a roaz d’ezhan ann donezoun a viraklou, hag ar c’halloud da lenn e goeled ar c’halounou ha da anaout ar pez a dlie erruout enn amzer da zont. Diskleria a eure e vije ann impalaer Theodoz treac’h d’ann impalaer Maksim ha d’ann impalaer Eujeen, hag ann traou a zigouezaz evel m’en doa lavaret.

Eunn devez, seiz manac’h euz a Jerusalem a deuaz da velet ar Zant. Iann ho digemeraz gant karantez hervez he gustumm, hag a reaz d’ezho eur brezegenn hirr, leun a genteliou euz arre dalvoudusa evitann ene. « — Etouez ann techou fall, emezhan, oc’h euz ar muia ezomm da vouga enn ho kaloun, unan euz ar re genta eo ann hini a zoug ann den da denna gloar euz ar vad a ra, pe euz ar vad a zo ennhan. Ann tech-ma en deuz dija kollet kalz a dud... »

Var gement-se, ar Zant a gountaz d’ar re a ioa oc’h he zelaou histor eunn ermit hag a laboure he-unan da c’hounit he voued, a gastize he gorf dre ar rusta pinijenn, a dremene ann noz hag ann deiz o pedi Doue, hag a ioa eur skouer a bep seurt vertuziou. Mes ann ermit-se, o sonjal pegel lark oa eat dija var hent ar zantelez, a zavaz foug ha lorc’h ennhan, hag ann dra-ma a oue