gas Doue d’ehoc’h, va mamm, evitho tiouall ha beza ho koumpagnoun epad ann nemorant euz ho puez. Me avad a deu da gerc’hat va c’hoar Agnes. »
Agnes a ioa neuze o ren he femp bloaz. Koueza a reaz klanv hag heb dale ez eaz ive da gaout he breur d’ar baradoz. Setu aze ar frouez hag ar rekoumpans euz ann deskadurez kristen a roe ar Zantez d’he bugale azalek ann oad ann tenera. Ann arc’heal a ioa bet digaset d’ezhi a berz Doue gant he mab Avieler n’he c’huiteaz mui betek he maro. Ann arc’heal-ze en devoa furm eur bugel nao bloaz, hag he viskamant a ioa guenn-kann evel ann erc’h.
Franseza a vevaz daou-ugent vloaz gant he fried heb na oue morse ann distera trouz, nag ann distera kasouni entrezho. Goude maro he goaz ec’h en em dennaz enn eur gouent a ioa bet savet ganthi e Rom evit ar merc’hed hag ann intanvezed iaouank o devoa c’hoant d’en em rei holl da zervich Doue, heb ober ar veuiou a ra al leanezed. Eno e varvaz leun a veritou er bloaz 1440, oajet a c’houec’h vloaz hag hanter-kant.
Epad ann daou-ugent vloaz m’e deuz bevet gant he fried, santez Franseza e deuz great ato he volontez e peb tra ha var ann heur ; setu perak n’ez euz bet biskoaz etrezho ann distera trouz nag ann distera kasouni. Ar Zantez e deuz poaniet, er memes amzer, da zelc’her urs vad enn he zi heb damant ebed da zen, ha da zevel he bugale e doujans hag e karantez ann Aotrou Doue. Setu aze petra dleit da ober ive, gragez kristen, mar oc’h euz c’hoant da veva e peoc’h ha d’en em zantifia er stad a briedelez.
nn impalaer Lisinius o veza roet urs da lakaat ar gristenien
d’ar maro nemed adori a rajent ann doueou
faoz, ann urs-ma a oue embannet e kear Sebast enn Ar-