menii gant ar gouarner Agrikola. Hogen, Sebast ez oa d’ann ampoent daou-ugent soudard kristen. N’oant ket holl euz ar memes bro, mes holl oant potred iaouank ha potred leun a dan, potred ha ne lamment ket araok ho skeud. Hen diskouezet o devoa n’oa ket c’hoaz pell; rak epad ma tec’he ar rest euz ann arme araok ann enebourien, hi hebken o doa dalc’het mad d’ho fost, hi hebken n’o doa ket great eur gammed adren, ha goulskoude nikun anezho n’en devoa bet ann distera drouk.
Ar gouarner o veza diskleriet d’ezho bolontez ann impalaer, ann daou-ugent soudard-se a respountaz dioc’htu oa guell gantho mervel eget kinnig ezans d’ann idolou.
« — Me zo kristen; » eme ar c’henta anezho ; « — Me zo kristen, » eme ann eil ; « — Me zo kristen, » eme ann trede ; « — Me zo kristen, » eme bep hini euz ar re all betek ann daou-ugentved.
Neuze Agrikola a glaskaz ho gounit dre gomzou flour ha dre bromesaou kaer. « —- Gouzout a rann, emezhan, ez oc’h potred vad ha n’oc’h euz ket ho par enn arme ; hen diskouez oc’h euz great epad ar vrezel diveza. Abalamour da ze ive e c’hellit kredi ne viot ket ankounac’heat gant ann impalaer mar kirit senti outhan, » Mes hi a respountaz adarre : « — Mar d-oump en em gannet a laz-korf evit impalaer ann douar, petra ne raimp-ni ket evit impalaer ann env ? Koli a renkot ganeomp, bezit sur. »
O klevet ar respount-se, ar gouarner a reaz ho zeuler er prizoun, karget a jadennou. Mes Jezuz-Krist he-unan a deuaz di a benn diou vech da rei nerz d’ho c’haloun. « — Eunn devez mad oc’h euz great dija, eme hor Zalver, mes red eo kendelc’her : ann nep en devezo kendalc’het betek ar fin, hennez hebken a vezo salvet. » Ann eil guech, hor Zalver a lavaraz d’ezho : « — Bezit kalet oc’h ar boan hag e viot kurunet. » Hag ann daou-ugent soudard kristen a dremene ho amzer er prizoun o kana salmou hag o c’houlenn sikour digant Doue.
Koundaonet e ouent erfin da veza kaset, eur gordenn ouz ho gouzoug, var eul lenn skornet a ioa tost da gear,