Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9 a Veurs
173
santez franseza, intanvez

dioc’htu. Hogen, pa bignaz varlaez evit ar bederved vech, e kavaz ann antiphonenn e devoa lezet a dreuz skrivet gant eunn eal e lizerennou aour.

Goude he eured, ar Zantez a ieaz da jom da di he zud kaer, hag eno ez oa kalz mevellien ha kalz plac’hed. Franseza a rea stad anezho holl evel pa vijent bet breudeur ha c’hoarezed d’ezhi, ha pa gouezent klanv, ec’h entente outho he-unan. Mes, a hent all ive, ne esperne netra evit ho c’helenn, evit ober d’ezho beza aketuz d’ho deveriou a relijion, evit lakaat ar peoc’h hag ar garantez kristen da ren bepred enn ho zouez. N’e devoa damant da zen, nag aoun rak netra, pa veze leac’h da viret na vije offanset Doue enn he zi pe roet tro d’ar re all d’hen offansi; neuze d’he zro e rea he mestrez d’he fried. Eunn droiad, hema en doa bet eul levr fall digant unan euz he vignouned. Kerkent ar Zantez a ia goustadik da lamet al levr euz a dre he zaouarn, ha goudeze e stlap anezhan enn tan kaer en devoue he goaz grougnal ha skandalat.

Franseza e devoue meur a grouadur, mes ne anavezer nemed tri anezho : Iann-Vadezour, Iann-Avieler hag Agnes. Iann-Vadezour a jomaz beo varlerc’h ar re all, a zimezaz hag en devoue bugale d’he dro. Iann-Avieler a varvaz evel eur zant d’ann oad a nao bloaz. O veza kouezet klanv, e c’houlennaz ar belek, ha goude beza resevet ann absolvenn, e lavaraz d’he vamm : « — Me zo o vont da velet Doue d’ar baradoz ; roit d’inn eta ho pennoz diveza. » Prest goude, e tremenaz ha ker buhan eur verc’h vihan euz ann ti all, hag hi dilavar pell a ioa, a lavaraz enn eunn taol kount : « — Sell ! sell ! ene Avielerik o nijal d’ar baradoz e kreiz etre daou eal ! »

A benn bloaz goude, Iann-Avieler en em ziskouezaz dirak Franseza gant eur sklerijenn gaer enn dro d’ezhan, hag enn he gichen ez oa eunn all hag a ioa c’hoaz skedusoc’h evithan. Kounta a eure d’he vamm edo enn env etouez ann arc’helez. « — Mes hema, emezhan, enn eur gomz euz ann hini a ioa enn he gichen, hema a zo c’hoaz dreist on-me. Hema a zo eunn arc’heal a zi-