Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
172
9 a Veurs
santez franseza, intanvez



Iann Doue a reaz neuz da veza diskiantet evit ma vije disprijet gant ann holl. Ne alier ket pep kristen d’ober kement all ; mes peb hini ac’hanomp a dle da viana gouzanv a galoun-vad beza disprijet ha gual gaset gant ann dud pa fell da Zoue rei d’eomp ar groaz-ze.






ann naved devez a viz meurs


SANTEZ FRANSEZA, INTANVEZ
————


Franseza, ganet e Rom er bloaz 1384 a dud a lignez huel, a c’hell servichout da skouer d’ar merc’hed ha d’ar gragez kristen a bep oad. O veza c’hoaz enn he c’havell, e tirolle da lenva pa ne veze ket kloz aoualc’h ann dillad var he zro, ha n’oa ket evit gouzanv goaz ebed da douch outhi. Kenta tra a zeskaz enn he bugaleach a oue offis bihan ar Verc’hez, ha d’ann oad a unnek vloaz e reaz he zonj da jom bepred guerc’hez he-unan. Mes he zad a falvezaz d’ezhan a-grenn he dimezi da eunn dijentil iaouank ha pinvidik, ha Franseza a zentaz petra bennag m’oa kontroliet-braz gant ann dra-ze.

Eur vech dimezet, e poaniaz da genta da anaout doare he fried ha da ober he volontez e peb tra ha var ann heur ; rak kredi a rea e tlie suja d’ezhan ato evel d’ann hini a zalc’he enn he c’henver plas ann Aotrou Doue. Setu perak ne varc’hate ket evit lezel he fedennou hag he devosionou a dreuz pa veze galvet ganthan da ober eunn dra all bennag, ha Doue a ziskouezaz dre eur mirakl kaer ar mirit e devoa o senti ker buhan.

Eunn devez m’edo enn he c’hambr, ez ejot a berz he fried da lavaret d’ezhi diskenn. Diskenn a eure raktal a greiz lavaret eunn antiphonenn euz a offis ar Verc’hez. O veza distroet d’he c’hambr goude beza great ar pez a felle d’he goaz, n’e doa ket bet c’hoaz a amzer da achui ann antiphonenn pa oue galvet adarre da zont d’ann traon. Kerkent e tiskennaz heb kas ann antiphonenn da benn, hag ann dra-ma a erruaz betek peder guech