Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/179

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 a Veurs
171
sant iann doue

diskabell ha diarc’henn, hag enn eur c’houlenn ann aluzenn evit he beorien e lavare : « — Va breudeur ker, grit vad d’ehoc’h hoc’h-unan enn han’ Doue! » Abarz nemeur e oue leun ann ti kenta en doa fermet, hag e renkaz fermi eunn ti all brasoc’h. Evelse e teuaz, heb he c’houzout, da veza ar foundatour euz a eunn Urs neveza venac’h hag a zo bet hanvet a-c’houdevez Breudeur Sant Iann Doue : ar venac’h-ma a dremen ho buez oc’h entent ouz ann dud paour a zo klanv a gorf pe a spered.

Ar zant-ma oue leshanvet Iann Doue gant eunn eskop euz ar Spagn. Meritout a rea al leshano-ze, rak ne golle morse ar zonj euz a Zoue, ha Doue dioc’h he gostez a veille ato var he zervicher. Eunn devez m’oa kroget ann tan enn hospital Grenad, Iann a redaz di buhana ma c’helle evit savetei ho buez d’ar re glanv.

Hogen, chom a eure epad eunn hanter-heur e kreiz ar flammou, ha ne erruaz drouk ebed ganthan, nemed ma oue eunn tammik rostet he vleo.

Eunn droiad all e kavaz var ar ru eur paour keaz dare da vervel. Kerkent e samm anezhan var he ziouskoaz hag hel laka var eur guele ; mez pa’z eaz da voalc’hi he dreid d’ezhan, e remerkaz oant egiz pa vijent bet toullet gant tachou, « — Iann, a lavaraz neuze hor Zalver, me eo : kement a rez evit ar beorien a rez evidon-me va-unan. »

Erfin, dinerzet dre he binijennou rust ha dre he labouriou hag he oberiou a drugarez, sant Iann Doue a gouezaz klanv etouez he dud paour, beuzet holl enn ho daelou, ha d’ann eiz a viz meurs 1550, e laoskaz he huanad diveza enn eur lavaret ar c’homzou-ma euz a greiz he galoun : « — Jezuz, Jezuz, me a laka va ene etre ho taouarn. » Ne oa c’hoaz nemed pemp bloaz hag hanter-kant.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a lavare pa veze o kesta evit he beorien :

« — Va breudeur ker, grit vad d’ehoc’h hoc’h-unan enn hann’Doue. » Rezoun en devoa ; rak dre ann aluzenn e reomp muioc’h a vad d’eomp hon-unan eget na reomp d’ar paour, p’e guir e plas madou hag a dremen buhan e c’hounezomp madou all hag a bado da viken.