Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/178

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
170
8 a Veurs
sant iann doue

ziouall. Dre chans eur jeneral a obtenaz gras evithan var bouez ma vije kaset kuit euz ann arme, ha setu ar pez a oue great.

A benn eunn tachad goude, Iann a zistroaz d’ar Portugal da velet he dad hag he vamm ; mes maro oant ho daou. He vamm zoken a ioa maro pell a ioa gant ar c’hlac’har e devoa bet p’oa tec’het he mab euz ar gear. Iann en devoue kement a boan spered o klevet ann dra-ma ma falvezaz d’ezhan kuitaat he vro adarre dioc’htu. En em gemeret a rea evit brasa torfetour a ioa var ann douar abalamour m’oa bet kaoz da varo he vamm.

Mont a eure d’ann Afrik da zikour ha da zervicha ar gaptived kristen, hag ive enn esper kaout tro da skuill he c’hoad evit Jezuz-Krist. Mes heb dalee teuaz ac’hano d’ar Spagn dre ali he gonfesour, ha neuze ec’h en em lakeaz da verza imachou ha levriou a zevosion evit gounit he voued.

Eunn devez ez eaz da zelaou ann Tad Avila a ioa o prezeg e Grenad evit gouel sant Sebastian, ha setu, a greiz ar zarmoun, e tirollaz da vouela ha da hirvoudi ken a dregarne ann iliz ganthan penn-da-benn. Goudeze ec’h en em lakeaz da redet dre ruiou kear, evel eunn den diskiantet, enn eur grial a bouez-penn : « — Truez, va Doue, truez evit eur pec’her paour eveldon-me! » Ann holl a zonje oa troet he spered, hag abarz ar fin e oue dastumet ha kaset da hospital ar re foll.

Ann Tad Avila, o veza eat di d’he velet, a anavezaz he zantelez; mes difenn a eure outhan ober mui ar sot evelse, ha Iann a zentaz raktal. Evelato e chomaz c’hoaz eur pennad enn hospital da zervicha ar re glanv, ha pa deuaz kuit, e fermaz eunn ti e kear evit repui ann dud paour ha mac’hagnet, ha kement hini n’en devoa na ti, nag oz. Mont a rea he-unan da glask ar seurt tud-se, ha pen deveze ho c’haset d’he di, e voalc’he d’ezho ho zreid, etrese ho guele, e louzaoue ho gouliou hag e c’halve ar belek d’ho c’hovez.

Goude beza bet var ho zro epad ann deiz, Iann a iea da gesta evitho dioc’h ann noz, eur boutek ganthan var he gein hag eur pod e peb dorn. Kerzet a rea bepred