Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/156

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
148
28 a C’houevrer
sant ruelin, eskop


SONJIT ERVAD

Ar Gredo a vez kanet bep sul enn offerenn-bred eo simbolenn Nisee ha Konstantinopl. Ar zimbolenn-ze n’e ket dishenvel dioc’h hini ann Ebestel, nemed ez euz ennhi eur ger bennag muioc’h evit isplika guelloc’h eo Jezuz-Krist, evel Doue, par d’he Dad e peb tra, hag evit rei da anaout enn eur feson sklearoc’h eo ar Spered-Santel Doue evel ann Tad hag ar Mab, hag e teu euz ann eil hag euz egile. Kanet e vez dioc’htu goude ann Aviel hag ar pron, ha kement den a zo enn offerenn a dle neuze sevel he vouez da heul ar ganerien, evit diskouez dirak ann holl e kred a greiz kaloun ar pez a zo merket enn Aviel ha kement tra a zesk d’ezhan a berz Doue ann Iliz santel katholik. N’euz netra kaeroc’h ha dudiusoc’h eged ar bommou kan-ze euz ar Gredo laosket etrezek ann env, evel eur c’hri a feiz hag a esperans, gant meur a gant pe meur a vil gristen asambles. Ar re ne c’houzont ket kana pe ne c’houzont ket lenn a dle da vihana kinnig ho bolontez vad da Zoue, ha lavared d’ezhan e goeled ho ene int prest ive, evel ar re all, da rei dirak ann holl testeni euz ho feiz hag euz ho esperans.






ann eizved var ’nn ugent a viz c’houevrer


SANT RUELIN, ESKOP
————


Ruelin a ioa ginidik a Vro-Zaoz, hag a deuaz da Vreiz-Izel asambles gant sant Tugdual. Keit ha ma chomaz ar zant-ma e Trebabu, Ruelin a jomaz ive; mez pa’z eaz sant Tugdual da brezeg ann Aviel dre ar vro, n’euz mar ebed na oue Ruelin unan euz ann daouzek a gasaz ganthan d’he zikour; rak sant Tugdual a garie Ruelin dreist he holl ziskibien all, hag he gaout a renke ato da ober koumpagnunez d’ezhan.

Sant Tugdual o veza goudeze savet eur gouent nevez e Landreger, var douarou ar roue Derok, sant Ruelin a ieaz ive di da jom, ha divezatoc’h, pa oue hanvet sant Tugdual da eskop ha pa lavaraz Doue d’ezhan kuitaat he eskopti eur pennad evit tec’het araok eunn nebeut tudchentil fallakr a glaske lamet he vuez diganthan, sant Ruelin a oue adarre he goumpagnoun. Var a gounter, sant Tugdual hag he vignoun en em dennaz neuze e kouent Trebabu pe e parrez Sant-Seo e kichen Montroulez, e leac’h ma’z euz c’hoaz hirio eur geriadenn hag a hanver Ruelin.