Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/155

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 a C’houevrer
147
sant leandr, eskop

m’oa bet he vreur merzer, a zilezaz eveldhan fals kredenn ann Arianed. Mes ne oue ket he-unan o trei kein d’ezhi : gant sikour gras Doue ha prezegennou Leandr e lakeaz he holl zujidi da gemeret skouer diouthan. Evithan a ioa ker stard enn he feiz ma ne c’houzanve heretik ebed nag er c’hargou, nag enn arme.

Daou vloaz goude maro he dad, Rekared a asamblas eur c’honsil e Toled. Pevar ha tri-ugent eskop en em gavaz eno, hag ar Zant en devoue ar plas kenta abalamour ma’z oa kannad ar pab er Spagn. Ar c’honsil a goundaonaz ann Arianed (ar re-ma a lavare n’en doa ket Jezuz-Krist ar memes natur gant Doue ann Tad ha rak-se n’oa ket e guirionez Doue eveldhan), hag ar zetans a goundaonasion a oue sinet, n’e ket hebken gant ann eskibien a ioa chomet ato fidel, mes c’hoaz gant ar roue hag ar rouanez, ha gant ann eskibien, ar veleien hag ann dud all o doa bevet enn herezi betek a nevez a ioa. Evelse e teuaz Visigothed Spagn da zistrei holl d’ann Iliz katholik goude beza heuliet fals kredenn Arius epad tost da zaou c’hant vloaz. Hogen, ar penn-kaoz euz ann distro euruz-ma a oue sant Leandr, hag abalamour da ze eo bet hanvet Abostol ar Visigothed.

Pa oa prest ar c’honsil da echui, Rekared a bedaz ann eskibien da ordren ma vije lavaret ar Gredo enn offerenn a vouez huel, e kement iliz a ioa enn he rouantelez, evel m’edo dija ar c’hiz e kostez ar Zao-Heol. Er feson-ze, emezhan, e vije easoc’h d’ann dud fidel gouzout petra dlient da gredi, ha goude beza great eunn akt a feiz evel hennez, e vijent dinoc’h da dostaat ouz ann daol zantel. Ann eskibien a gavaz mad ar pez a lavare ar roue, ha setu aze penaoz eo deuet ive e broiou ar C’huz-Heol ar c’hiz da gana ar Gredo bep sul enn offerenn-bred.

Sant Leandr en em dennaz goudeze e Sevill el leac’h ma tremenaz ann nemorant euz he vuez o c’houarn he eskopti, o veilla var ann eneou a ioa enn he garg, hag o poania d’en em zantifia he-unan muioc’h-mui. Erfin, d’ar 27 a viz c’houevrer euz ar bloaz S96, e oue galvet gant Doue da vont da reseo enn env ar rekoumpans en doa meritet dre he vertuziou hag he labouriou abostolik.