Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/154

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
146
27 a C’houevrer
sant leandr, eskop

det dre he vertuz hag he zeskadurez, ha goude maro eskop Sevill e oue choazet evit delc’her he blas.

D’ar mare-ze, ar Spagn a ioa etre daouarn ar Visigothed, hag ar re-ma a heulie holl fals kredenn Arius. Levijild, ho roue, a zonjaz ober teir lodenn euz he rouantelez, unan evit peb hini euz he zaou vab hag eunn all evithan he-unan. He zaou vab a ioa ho hano Hermenejild ha Rekared, hag ho daou oant arianed evel ho zad. Hermenejild en devoue kear Sevill evit he lod, hag a ieaz di da jom.

Leandr a ioa bet ato eur mestr evit lakaat ar sperejou ar muia aheurtet da anaout ar virionez euz ar pez a lavare enn he brezegennou. O veza eskop, n’en devoue ken ioul nemed da c’hounit ann heretiked d’ar feiz katholik. Poania a eure dreist peb tra da chounit ar roue Hermenejild, ha dre ann nerz a roe Doue d’he gomzou e teuaz buhan a benn euz he daol.

Ar roue Levijild a ieaz enn egar pa glevaz ar c’helou-ze, hag a gasaz raktal eunn arme da ober brezel d’he vab. Goude beza lamet he lodenn rouantelez digant Hermenejild, e reaz he garga a jadennou hag he zelc’her er prizoun epad tri bloaz. Erfin, o velet n’oa ket evit ober d’ezhan distrei da fals kredenn Arius, e roaz urs d’he zibenna.

Epad ann amzer-ze, ar roue arian en doa kaset kuit euz ar vro ann holl eskibien katholik, ha Leandr gant ar re genta. Mes ar Zant ne baouezaz ket evit kement-se da zifenn ar guir relijion a enep ann heretiked. Skriva a eure daou levr evit diskouez n’edo ket ar virionez gantho, hag ann daou levr-se a oue skignet e kement korn a ioa er Spagn. Eul levr all a skrivaz c’hoaz evit he c’hoar leanez, hag al levr-ma a ioa divar benn stad ar guerc’hezed hag ar fae a dleer da ober var ar bed.

Goulskoude Levijild o veza kouezet klanv a zavaz keuz ganthan da veza lazet he vab ha kaset kuit ann eskibien katholik. Gelver a reaz ar re-ma da zont enn dro, ha neuze e lavaraz da Leandr ober evit he vab Rekared ar pez en doa great evit Hermenejild. Ar roue koz a varvaz prest goude, ha Rekared kelennet gant ar Zant evel