Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28 a C’houevrer
149
sant ruelin, eskop


A benn pell goude, sant Tugdual o veza dija prest da vervel a oue pedet gant chalonied he iliz kathedral da joaz he-unan ann hini a dlie beza lakeat da eskop var he lerc’h. Ar Zant, o veza goulennet sklerijenn digant ar Spered-Santel, a joazaz Ruelin he ziskib muia karet, hag ar choaz-ma a oue kavet mad gant ann holl nemed gant Pergat, vikel vraz. Hema evelato ne ziskouezaz netra keit ha ma oue beo sant Tugdual; mes kerkent ha ma oue maro hag enterret, e klaskas freuza ar pez en devoa great. C’hoant beza eskop en doa he-unan, hag evel ma’z oa eunn den a spered hag eur prezeger dispar, lod euz ar veleien a droaz ganthan. Ar re all goulskoude a zalc’he ato da zant Ruelin abalamour m’oa bet choazet gant sant Tugdual, ha setu ne c’hellet ket en em glevet.

Evit trouc’ha berr var gement-se, e oue galvet ar re vouizieka euz ann dud a iliz d’en em asambli enn eur zal euz ann eskopti. A veac’h o devoa kemeret eno peb hini he blas ma veljont eur sklerijenn gaer o para er zal, ha sant Tugdual oc’h en em ziskouez dirazho gant he viskamant a eskop hag eur mintr skeduz var he benn. Ha setu hen ha trei dioc’htu oc’h Pergat, ha lavaret d’ezhan gant eur vouez rust e vije skoet abarz nemeur gant justis Doue ma ne guitaje ket ar zonj fallakr en doa lakeat enn he spered. O klevet ar c’homzou-ze, Pergat a c’houlennaz pardoun digant Ruelin, ha raktal ann holl a anavezaz ar zant-ma evit ho eskop. Var a gounter, Pergat a reaz pinijenn goudeze hag a deuaz he-unan da veza sant.

Ruelin a ioa dija brudet dre he zevosion hag he zeskadurez, ha dre he zousder hag he garantez e kenver he nesa. Eur vech sakret eskop, e poaniaz da gerzet bepred var roudou sant Tugdual, he vestr, ha da gemeret skouer diouthan evit ar pez a zelle ouz gouarnamant he eskopti. Aketuz oa eveldhan da holl zeveriou eur pastor mad, ha goude beza labouret gant kalz a frouez da gendelc’her ha da greski ar feiz ha doujans Doue etouez ar bobl a ioa enn he garg, e varvaz leun a veritou d’ann 28 a viz c’houevrer eur ar bloaz 641. Guech all ez oa e