Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 a C’houevrer
107
sant remon pennafort

stad-se d’ar relijion ha d’he vro. Da genta, e skrivaz eul levr kaer evit kelennadurez ar gonfesored. Goudeze e sikouraz sant Per Nolask ha roue Aragon da zevel eunn Urs nevez a venac’h evit prena ar gaptived kristen a ioa er prizoun pe enn esklavach etouez ann Turked. Labourat a eure he-unan da c’hounit d’ar feiz ann Turked hag ar Iuzevien a ioa o chom e mesk ar gristenien gatholik, ha poania a reaz dreist pep tra da viret na vije touellet ar re-ma gant ann dud divadez-se. Ne skuize morse o prezeg hag o kovez, ha redet a eure dre gement korn a ioa er C’hatalogn, enn Aragon hag e rouantelez Kastill evit alia ar bec’herien da ober pinijenn hag ho unani gant Doue. Erfin, dre he guzuliou ato leun a furnez, e lakeaz ar rouaned hag ar brinsed da zougen meur a lezenn evit gloar ann Iliz ha mad ho zujidi.

Etre daou sant Remon a oue galvet da vont da Rom gant ar pab Gregor Naved. Ar pab-ma her choazaz raktal evit he gonfesour, hag her c’hargaz da zastum dioc’h renk liziri hag ordrenansou ar pabed a ioa bet enn he raok, evit ober eul levr anezho. Pa oue echu al labour-ze ganthan, Gregor Naved a zonjaz he henvel da arc’heskop e Tarragoonn; mes ar Zant ne falvezaz ket d’ezhan kounsanti a briz-ebed. Neuze e kouezaz klanv, hag ar vedisined a lavaraz en doa ezomm da gemeret ear he vro evit parea. Lezet e oue eta da zistrei d’ar Spagn, ha kerkent e teuaz he iec’hed da veza ker krenv ha biskoaz.

Goulskoude, ar vuez a rene Remon enn he gouent a ioa kaled meurbed. Chom a rea da bedi betek pell enn noz, ha var ar zizun ne zebre morse nemed eur vech bemdez. Aoun en doa ato da veza trec’het gant ann ourgouill, hag abalamour da ze ne ehane da gastiza he gorf dre ar binijenn. Er bloaz 1238, e oue hanvet da zuperior jeneral euz he Urs. Ne gemeraz ar garg-se nemed enn eur vouela, ha kenta ma kavaz ann dro, e roaz ann dilez anezhi. Epad ann daou vloaz ma oue superior jeneral, ez eaz var he droad da vizita ann holl gouenchou m’en doa da velet varnho.

Mes, kaer en devoa tec’het araok ann henoriou, dalc’h-mad en deveze eur gefiridi vraz bennag da ober