Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
108
11 a C’houevrer
sant remon pennafort

euz a berz ar pabed. E kement leac’h ma veze eur gudenn bennag da zirouestla, sant Remon eo a veze karget euz ann dra-ze. Roue Aragon a gendalc’he ive da c’houlenn kuzul diganthan. Ar roue-ma her pedaz eunn droiad da vont da ober koumpagnunez d’ezhan da enez Majork. Ar Zant a ieaz petra bennag m’oa koz dija. Mes eur vech digouezet eno e klevaz ez oa eur vaouez a re oc’h heul ar roue, ha raktal e lavaraz kas haunnez kuit. Ar roue a respountaz her graje ; mes n’her greaz ket dioc’htu, ha Remon ne falvezaz ket d’ezhan chom pelloc’h enn enezenn.

Goulskoude, difenn a ioa, dindan boan a varo, da rei bag d’ezhan da zistrei d’ar gear. « — Ah ! evelse eo, eme ar Zant; rouaned ann douar n’o deuz ket a c’hoant e treuzfenn ar mor ; mad, Roue annenva bourveo. » Var gement-se e led he vantel var ann dour, hag o veza great sin ar groaz, ec’h en em astenn varnhi gant fizians. Ann avel a boulz araok ar vag-se a c’hiz nevez, hag a benn c’houec’h heur goude Remon a ioa erruet e Barseloonn. Hogen, Barseloonn a zo teir leo hag hanter-kant dioc’h enez Majork. Ar mirakl-ma a zigoraz he zaoulagad d’ar roue, ha lakaat a eure er meaz var ann heur ar vaouez a re a zalc’he enn he balez.

Sant Remon a vevaz betek ann oad a naontek vloaz ha pevar-ugent. He glenved diveza ne oueket hirr, ha mervel a reaz e peoc’h d’ar c’houec’h a viz genver euz ar bloaz 1275. Roue Aragon ha roue Kastill a deuaz ho daou d’he enterramant.


SONJIT ERVAD

Roue Aragon a gasaz kuit dioc’htu ar vaouez a re a zalc’he enn he balez pa glevaz hano euz ar mirakl en doa great Doue e kenver sant Remon. Ne c’hortozit ket e rafe Doue eur mirakl evelse evit kas divar ho tro ar re a c’hellfe beza kaoz d’hoc’h d’en em zaoni, pe evit tec’het hoc’h-unan dioutho. Selaouit petra lavar d’eomp var gement-se hor Zalver Jezuz-Krist enn Aviel, ha lakit ar c’homzou-ma doun enn ho spered hag enn ho kaloun : « — Mar d-eo ho lagad kaoz d’ehoc’h da offansi Doue marvelamant, diframmit anezhan euz ho penn ha stlapit-hen pell diouzoc’h ; rak guell e d’ehoc’h mont d’ar baradoz gant eul lagad hebken eget mont d’ann ifern da zevi gant ho taou lagad. » Al lagad ama a zinifi eunn den, goaz pe vaouez, nag a garer kement ha mab al lagad. Mar d-eo ann den-ze kaoz d’ehoc’h da offansi Doue