Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106
11 a C’houevrer
sant remon pennafort

er bez a ioa dija toullet evithan he-unan. Ar breur hag ar c’hoar-ma n’o doa bet epad ho buez nemed eunn hevelep spered hag eunn hevelep kaloun; evelse n’o devoue ken nebeut nemed eunn hevelep bez goude ho maro.

Santez Skolastik a varvaz e tro ar bloaz 543 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Sant Beneat ha santez Skolastik n’en em velent nemed eur vech er bloaz. ha p’en em gavent asambles, ne gomzent nemed euz a Zoue hag euz a draou mad ha santel. Nag a dud zo hag a goll ho amzer o redet euz ann eil ti d’egile heb ezomm ebed ! Nag a re all ha ne vez gantho, p’en em velont, nemed kaoziou difoun ha goullou! Nag a re all c’hoaz a ne reont nemed dispenn ho nesa ha dorna a bep seurt traou divar he benn, bep tro ma’c’h en em gavont enn eur goumpagnunez bennag! Nag a re all erfin ha ne d-eont d’en em velet nemed evit maga eur garantez hag eur vignounach ha n’int ket pur aoualc’h dirak Doue! Diouallit da goueza enn unan pe unan euz ar faotou-ze, ha p’o pezo eur vizit bennag da ober, beillit varnhoc’h gant ar brasa evez evit na deuot ket d’ar gear gant eur zamm nevez var ho koustians.





an unnekved devez a viz c’houevrer


SANT REMON PENNAFORT, EUZ A URS SANT DOMINIK
————


Remon a ioa ganet er C’hatalogn, e Spagn, a dud a lignez huel. Douget oa d’ar vertuz azalek he vugaleach, ha pa oue echu he studi ganthan, ec’h en em lakeaz he-unan da ober skol d’ar re all evit netra. Goudeze ez eaz da zeski al lezennou da skolach braz Bologn, enn Itali, hag a benn eunn nebeut bloaveziou e oue hanvet da rejant er skolach-se. Mes eskop Barseloonn, oc’h anaout he virit hag he vouiziegez, her pedaz da zistrei d’ar Spagn. Eno e oue great chaloni, hag er garg-ma e servichaz da skouer d’ann holl dre he aked da zont d’ann offis, dre he garantez evit ar beorien ha dre he zevotion evit ar Verc’hez.

Evit ren eur vuez santeloc’h ha nebeutoc’h a vel d’ann dud e c’houlennaz beza resevet enn Urs sant Dominik. Hogen, ne c’houfe den lavaret pegement a vad a reaz er