Doueed Kelted Iwerzon. — Soñjet ez eus bet e vije kavet eur sklerijenn bennak diwar-benn doueed ar Gelted koz e skridou Kelted ar Grenn-amzer, Breiziz hag Iwerzoniz. Skridou ar Vrezoned, dre n’int ket gwal-goz ha ma’ z int bet kristenaet doun, n’o deus miret nemet roudou dister eus ar fals-doueed gwechall. En enep, danevellou iwerzonek-zo, laket, moarvat, dre skrid evit ar wech kenta en IIIet kantved [1], evito da veza bet adaozet gant ar Gristenien hag al lenneien, a ro tu d’eomp da gaout eun anaoudegez bennak eus an doueed azeulet gant Kelted Iwerzon er Ia, IIet ha IIIet kantved goude H. S. En Iwerzon, ez eo rannet an doueed etre daou vagad a vez atao brezel etrezo ; an eil, ar bagad kosa, eo hini doueed ar maro, an noz, an arne hag ar goañv, ha ganto eun ano a oa da lavarout, war a greder, « ramzed » ; egile eo bagad doueed ar vuhez, an deiz, an amzer gaer an hañv, a vez graet anezo tud doue Dana [2]. Er bagad kenta en em gav Belios, doue ar maro ha tad kosa Iwerzoniz ; Belaros, an doue a daol an tan-foeltr ; Bodua, doueez ar brezel ; Nentos, doue ar brezel ; Nemetona doueez an emgann ha gwreg Nentos. En eil bagad, emañ an doueez Dana, anvet ivez Ana ha Brigenti, doueez ar varzoniez, ar vezegiez hag ar govelerez ; he mab Brênos, doue ar ouiziegez hag awen al lennegez ; mab Brênos, Ategnion, e talv war eun dro an ano anezañ kement ha « gouiziegez », « lennegez » ha « barzoniez » ; Dagodêvos « doue mat », doue galloudek an douar, lesanvet Maros « ar meur » ha tad Brigenti ; Nodons, roue e zourn arc’hant, a zo, a-gevret gant Dagodêvos unan eus renerien ar bagad ; Ogambios, ar brezeliad kreñv ; Matugenos, ar sorser ampart ; Gobanniu, gov an doueed ; ha, da gloza, Lugus, an doue hag a zo eur mailh war bep micher, war eun dro brezeliad, aremour, gov, kalvez, telennour, barz, sorser ha louzaouer pe vezeg [3].
- ↑ Hervez ar beajour Aethicus Istrius, gouizieien Iwerzon a oa ganto levriou d’an amzer-se. G. Dottin, Le philosophe Aethicus et les Celtes insulaires, war Rev. des Et. anc., 1923, pp. 144-50.
- ↑ An diouranna doueed Iwerzon a zo bet an dezenn displeget gant Herri d’Arbois de Jubainville en e levr Le Cyde mythologique irlandais et la Mythologie celtique, 1884. N’eman ken ar voull gant an diouranna. Lenn levrig mat Sjoestedt, Dieux et Héros des Celtes, Gwaskerellou Hollzeskadurez Bro-C’hall, 1940. Ha da genveriadur, en hevelep rumrnad-levriou, Dumézil, Mythes et dieux des Germains, essai d’interprétation comparative, 1939. (M. M. 2-6-1943.)
- ↑ Er pennad-se, da aesaat d’al lenner an heñvelekaat gant doueed Kelted an Douar-bras, hon eus rôet furm hengeltiek an anoiou-se, da lavarout eo ar furm a oa ganto er Ia, IIt ha IIIt kantved goude H. S. Er skridou iwerzonek o devez ar furmou war-lerc’h : 1a meuriad : Bile, Balar, Bodb, Nêt, Nemon ; 2t meuriad : Dagde, Brigit, Ana, Dana, Brian, Aithgne (ha Ecne), Nuadu, Ogme, Mathgen, Goibniu, Lug.