Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
notennou diwar-benn ar gelted koz

War venoz Iwerzoniz e oa doueed ar c’henta meuriad teñval o doare peurliesa hag euzus a-wechou ; darn eus an doueed-se a zo ganto pennou gavr pe dremmou buoc’h ; Belaros n’en deus nemet eul lagad hag a zo serret peurliesa : pa zigor anezañ, e strink dioutañ tan lazer ar foeltr.

Bodua a gemer alies furm ar vran a nij a-us d’ar c’hannlec’hiou hag a freuz gant he beg ar c’horfou maro dibennet…

Doueed an eil bagad, en enep, o deus dremmou sklaer ha kaer, bleo melen hir, armou skedus, kezeg gwenn. Eus Brênos, doue Dana, e veze graet tres eur brezelour Bleo aour, gwisket gant eur vantell gwer, eur sae ruz, eur goaf lemm en e zourn dehou, eur c’hleze e zournell olifant ouz e vorzed, eur skoued ruz en e zourn kleiz.

En eur rummad danevellou all iwerzonek e kaver, war a greder, roudou eus an doueed azeulet gwechall gant Kelted an Douar-bras ha re enez-Vreiz, eus Kamulos, da skouer. Marvailhou koz iwerzonek eus ar Grenn-amzer a zo meneg enno eus eur c’hadour brudet eus an Hen-amzer hag a zo anvet Cumal (da lavarout eo Kamulos), eus e c’hoar, Bodb (Bodua) hec’h ano, ar « Vaouez kreñv » he lesano, hag eus mab Cumal, Find (Vindos). Hemañ a zo, war-lerc’h e dad, rener eur bagad brezelidi o deus dre o uhel-oberou burzudus hag o hemolc’hadennou souezus a-dreuz da Skos ha da Iwerzon, pourchaset d’ar Ouezeled betek an XIXet kantved danvez marvailhou diniver. Ar gwerzour brudet Ossian (Ossinos « demmig », ossos « demm ») a vije mab Find, ha dre-se douaren Cumal.


Doueed an doureier, ar c’hoadeier hag ar meneziou. — An doureier (mor, lennou, stêriou, ha mammennou), ar gwez hag ar c’hoadou, ar meneziou e veze sellet outo evel chomlec’h speredou galloudek. Ar stêriou hag ar mammennou a oa sakr ouz daoulagad ar Gelted ; rak-se e veze graet anezo aliez an ano a dêva, dêvona. Doueed pe doueezed ar stêriou hag an eiennennou e veze rôet d’ezo furm gwazed pe