Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
notennou diwar-benn ar gelted koz

d’ezo. Gwechou all an doueed a vez ganto an naer war o barlenn, pe e talc’hont anezi en o dourn [1].

6. — An tarvos tri garanus pe taro teir garan, a zo marteze an hevelep hini hag an Donnotarvos « taro Donnos » pe Dêviotarvos « taro-doue », e kredfed a-walc’h e oa ano anezan e-touez Kelted Galia ha re an Azi-Vihana. An hevelep aneval burzudus eo marteze hag an taro tric’herniek a zo bet kavadennet e-leiz a skeudennou arem anezañ e meur a vro geltiek eus an Douar-bras [2].

7. — Eun doueez, d’ezi stumm eur verc’h yaouank azezet war gein eur marc’h pe gentoc’h eur gazeg, rak a-wechou ez eus eun ebeul e-kichen. War skeudennou bos-bihan-zo ez eus kezeg bodet en-dro d’an doueez, o tebri foen pe blouz ledet evito war he barlenn. Hounnez eo, war a greder, Epona, mirerez ar c’hezeg [3].

8. — Ar c’hrouaduriou faltazius emañ ar skeudenn anezo war ar peziou moneiz keltiat merc’hed en noaz, war varc’h, ganto goafiou ha skouedou, ramzed, korred ; kezeg penn-den pe penn-evn, evned penn-maouez, erevent hag all, o deus c’hoariet, a dra sur, eur roll bennak er c’hredennou [4].

  1. Bertrand, sksk. 39, 40, 49, 58, 61 taolenn-skeudeun 29. Lenn ouspenn A. J. Reinac’h, Divinités gauloises au serpent, war Rev. archéol. 1911, pp. 221-56.
  2. Donnotarvos, skrivet Donnotaurus gant Kaesar, a oa e 52 kent H. S. lezano eur prins eus brôad an Helved (Helvii) : Gaius Valerius Donnotaurus, mab d’ar roue Kaburos. Penna kêr an Helved e oa Allia (hizio Alps, departantant an Ardech). Dêviotarvos a oa, hervez D’Arbois de Jubainville, gwir ano keltiek ar roue galat Dejotaros. — Tarvos trigaranus, Bertrand, sk. 50, 51 ; Czarnowski, L’Arbre d’Esus, le Taureau aux Trois Grues et le Culte des Voies fluviales en Gaule, war Rev. celt. 1924, pp. 1-57. An tirvi tric’herniek, S. Reinac’h, Bronzes figurés, meur a skeudenn. — Tirvi sakr, tirvi-doue a gaver e meur a vrôad eus Iwerzon d’an Indez hag eus Skos da Verberia. A-walc’h e vo menegi aman an taro Gourzil, doue meur ar Verbered (Rev. de l’Hist. des Religions, 1911, p. 10-1) ha Taro kenta ar Bersed, kompagnun d’an Den kosa, Gayômaretan, eus e gavell d’e vez (Huart, Perse antique, 1925, p. 253). En Ejipt, an taro meur lidlazet a gas an den maro d’an nenv war e gein ; kroc’hen an taro lidlazet a ya da ouel war ar vag a dreiz an anaon da dre-ar-bez (Rev. de l’Hist. des Religions, 1908, p. 97).
  3. S. Reinac’h, Epona, la déesse gauloise des chevaux, 1895 ; Encore Epona, 1898 h. a. (mouladuriou distag diwar Rev. archéol.)
  4. Skeudennou war levriou Robert, Blanchet, h. a., gouestlet da vouneizou ha medalennou ar Gelted. Kenveria Valkiriezed, korred, ramzed, erevent, h. a., ar C’hermaned.