Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/419

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
419
ar vro, ar poblou hag ar giziou

Kontammet e veze alies armou an hemolc’herien. Eus al louzaouenn anvet limeon e tenne ar C’halianed eur c’hontamm a raent anezañ « kontamm ar c’haro » hag e soubent ennañ begou o saeziou. Kig an anevaled lazet gant armou kontammet a oa brudet beza teneroc’h eget hini ar re a oa o bet laket d’ar maro e mod-all. E zibri a c’helled hep riskl, nemet aketus e vije an hemolc’hiad, eur wech kouezet al loen, da lemel dioutañ gant e gontell eur bastellad en-dro d’ar gouli.

Dezrevellet eo gant Arrianos ar voazamant-mañ a rene e-touez Kelted-zo : seul loen a bakent, e tuent eun nebeut peziou-moneiz : diou « obolenn » evit eur c’had, c’houec’h evit eul louarn, peder-war-nugent evit eur yourc’h. A-benn bloaz, da zeiz-ha-bloaz doueez an Hemolc’h, e tigorent an teñzor o doa savet evelse hag e raent diwarnañ mizou eul lidrôad d’an doueez hag eur banvez m’en em ziskoueze ennañ ar c’houn kurunet a vleuniou.

An hemolc’hidi edo ar voaz ganto, evit doare, lakaat a-wel ha mirout pennou ar brava loened o doa lazet. E Galia, d’ar marevez kelt-ha-roman, e kaver meneg eus kerniel karo-meur en eun herez a-ziwarlerc’h eul Lingon [1]. E dismantrou templou eus an hevelep amzer, hag a zo e-kreiz koadou, ez eus bet kavet alies a-walc’h skilfou moc’h-gouez. Er Vet kantved goude H. S., Germanus (sant Jermen) a oa d’ezañ, dirak e di en Autissioduron (Auxerre), eur wezenn-bin ma skourre ouz ar barrou anezi pennou al loened gouez lazet gantañ.

E-doug an amzer-beoc’h a zeuas da heul ar stagedigez ouz an impalaerez roman, e voe distaolet, evit eun darn, war an hemolc’h gant Kelted an Douar-bras ar beoder-se a lakaent en araok er brezeliou-diabarz. Er c’henta, en eil hag en trede kantved goude H. S., senedourien Galia a veze pourvezet-dreist a gezeg, a goun hag a bep doare binviou-hemolc’h : lindagou, rouedou, stignou, spontailhou, goafiou, klezeier, kontilli. Diwar ar IVet kantved e veze pleustret zoken gant darn anezo war an hemolc’h gant ar falc’hun (pe ar sparfell) hag an hemolc’h gant ar groazwareg (an arbalastr).

Brudet e oa e-touez ar Romaned douarou-hemolc’h Galia. Varro a ra meneg eus eun T. Pompeius bennak a biaoue, er

  1. Corpus inscriptionum latinarum, XIII, 5, 708, 28. Al Lingoned a oa eur bobl eus reter Galia, d’ezi da gêr-benn Andematunnon (Langres).