Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/418

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
418
notennou diwar-benn ar gelted koz

meneget ganto, mel, horell, hag all, a oa ar voaz anezo c’hoaz en hor maeziou en XIX°‘ kantved. Ano a vez ivez a droiou-nerz hag a droiou-ouesk. Brudeta kadourien ne zisprizent ket diskouez o ampartiz dre sigota gant gouglezeier, avalou metal, nadoziou hag all.

N’oa dizanat hini eus ar c’hoariou-se moarvat, da Vreiziz ha da Gelted an Douar-bras. War an Douar-bras, ar redadegou kezeg stag ouz kirri a oa anezo e-touez Illiriiz, eur bobl, eme Strabon, ha n’oa ken disheñvelded etrezi hag ar Gelted nemet ar yez. Paotred en noaz-dibourc’h o c’houren kenetrezo a weler skeudennet war gelorniou arem diwar zourn Illiriiz, a zo bet kavet en Alpou : en o c’hichen emañ ar maout a dlee gopra an trec’her hag eun tok-houarn a zeuje da zizoania an trec’het. Paotred o c’hoari bannikat gant boulou a zo linennet war eur feilhenn arem stampet, kavet e bered Haguenau, tost d’ar Rênos.

E kreñvlec’hiou an Ten, er Suis, ha Stradonitz, er Vohemia, ez eus bet kavet diñsou arem pe askourn. E diñsou kavet e Stradonitz emañ an niverennou brasa war an talbennou bihana, e doare da lakaat dizegouezusoc’h d’ar c’hoarier tenna eun niverenn uhel.

Gant Breiziz hag Iwerzoniz ar Grenn-amzer e oa eun doare c’hoari anvet gwezboell gant ar re genta, fidchell gant ar re all hag a oa heñvel a-walc’h ouz c’hoari an echedou. O veza ma reer eus ar c’hoari-se an hevelep ano en iwerzoneg hag e brezoneg e c’heller lakaat edo anavezet ganto diwar ar c’henta kantved kent H. S.


An hemolc’h. — Edo an hemolc’h dihued penna an uhelidi geltiat. Diwar c’hoari e veze hemolc’het loened gouez a zo, evel ar c’had, al louarn, an arz, ar moc’h-gouez, ar c’hirvi a veur a ouenn hag an oc’hen gouez. Re all, evel ar bleiz, a hemolc’hed e sell hepken d’o diouenna. Diouz al loen e oa doare an hemolc’h. Hemolc’het e veze ar c’had gant ar Gelted war varc’h ha graet d’ar chas he dihelc’hat diwar red. An tourc’h-gouez hag an arz e veze aet d’ezo gant ar goaf, ar c’hleze pe ar gontell. A dennou saez e lazed ar c’hirvi peurliesa. Ar c’haro-meur hag an oc’hen gouez a baked, dreist-holl, gant pechou. Da evneta e raed gant an dalm hag eun doare dared prenn a strinked gant an dourn hag a dize pelloc’h, war a greder, an hed-taol anezañ eget hini ar saez-wareg.