zeven) pe gouel sant Marzin (11 a viz du), kemeret ganto lec’h gouel kala-mae ha gouel kala-goañv ;
3° ar voaz heuliet er Champagn da c’hopra ar vevelien hag ar mitizien evit ar bloaz diwar foar sant Yann « Troyes » (24 a vezeven) ;
4° goude kuz-heol, derc’hent gouel-Yann, gouel an Holl-Sent, pe c’houel ar rouanez, enaoui er parkou ha war lein ar c’hrec’hiennou tantadou, e pellaer diouto gant evez an douerien-Doue hag ar vezvierien. Kana ha korolli en-dro d’an tantadou-se. Lammat dreist d’ezo hag ober d’al loened-chatal lammat. Kredi e viro gwrez an tan-se ouz an dud hag al loened da gaout an derzienn pe gleñvedou all e-pad ar bloaz hag e roio nerz d’an den da vedi hep skuiza (Breiz-Veur, ar Frañs, an Alamagn, kreiz Europa) ;
5° derc’hent gouel-Yann, en noz teñval, lakaat eur rod entanet da ziskenn war ruilh eus lein eur grec’hienn. Kredi ez eus gant ar rod-tan-se eun nerz da strujusaat ar parkou hag e weljed, ma vije tremenet eur bloavez hep he ruilha, al loened taget gant ar penn-foll, ar glizi, hag o tañsal en o c’hrevier (Breiz-Veur, ar Frañs, an Alamagn) ;
6° e lec’hiennou a Vro-C’hall, devi ez veo a baneradou kizier ha loened all e tantadou gouel-Yann. An trede sul a vezeven pe an trede deiz a c’houhere, diouz ar vro, devi eur ramz aozilh ;
7° er broiou meneziek, da veure gouel-Yann, sevel war lein eur gribenn uhel da welout ar sav-heol (war an Douar-bras) ;
8° mont deiz gouel-Yann, da lakaat kurunennou war ar beziou (Alamagn) ;
9° en em virout, e-pad an daouzek devez etre Nedeleg ha gouel ar Rouanez, da ruilha eur rod-karr, da neza, da zic’houzeria ar c’hrevier (Belgia, Alamagn, Danmark) ;
10° derc’hent gouel ar Rouanez pe sul al Lard pe sul-Fask redek a-dreuz parkeier gant gouleier-torchou war enaou, da lakaat an douarou frouezusoc’h ha pellat diouz an trevadou-da-zont an askol pe ar mergl (ar Frañs, an Alamagn).
Ar c’hoariou. — Meneget e vez gant skridou iwerzonek ar Grenn-amzer redadegou kezeg stag ouz kirri, redadegou bagou, redadegou etre kezeg ha gwazed, redadegou bagou ha kirri, emgannou chas, gourenadegou, hag all. Meur a c’hoari