Er bloaz 53, e oa bet galvet bodadeg an nevez-amzer (e miz meurz), e Samarobriva ; nemet kaset e voe ar gannaded en-dro hogos raktal gant Kaesar a c’hourc’hemennas d’ezo ma ’z ajent d’e c’hortoz e Lutetia e-lec’h e voe ar vodadeg dalc’het ha torret. E Bibrakt eo e voe savet bodadeg ar bloavez 52, engalvet gant Verkingetorix ;
5° Kuzuliadeg ar Velged, concilium commune Belgarum, gouez da Gaesar. En em voda a rae ouz son an drompilh hag e oa ouz hen ober kannaded eus holl boblou ar « Belgion » Hini ar bloaz 57 a zivizas ober brezel d’ar Romaned hag a verkas kementad ar genlodenn soudarded a dlee pep poblad kas d’an arme ;
6° Dindan aotrouniez ar Romaned, ar gouel lidet ar c’henta a eost e Lugudunon en enor d’an impalaer Augustus lakaet e renk an doueed. Fiziet e oa en evezerez izili ar « concilium Galliarum » hon eus komzet anezo en hor pennad II. Bez’ e oa anezañ lidrôadou d’an doueed, ergerzadegou sakr, c’hoariou a bep doare, ha betek kenstrivadegou war ar barzonia hag ar prezegenni. Dalc’het e veze eur foar e-kichen. Eur gouel roman n’oa ken, nemet ano al lec’h ma veze dalc’het hag an deiz lakaet d’ezañ, kenta deiz eus diskar-amzer ar Gelted, a ro da gredi en dije kemeret lec’h eur gouel kent, heñvel ouz an hini a veze graet, en deiz-se, en Iwerzon, en enor d’an Doue Lugus.
Lidet e veze gant Breiziz ivez gouel ar c’henta a viz eost en enor da Augustus ; ac’hane e teu an ano a « gwyl Awst » « gouel Eost » (da lavarout eo gouel Augustus) a vez graet bremañ c’hoaz gant Kembreïz eus an deiz kenta a eost.
Goueliou ha bodadegou meur ar bloavez keltiek o deus lezet betek an XIXet kantved roudou doun a-walc’h e giziou broiz el lec’hiou a voe gwechall e dalc’h ar Gelted. Setu amañ eur roll eus ar giziou-se hag eus ar c’hredennou a zo stag outo :
1° foar ar Beuvray. Dalc’het e veze er c’henta merc’hervez a vae war lein menez Beuvray, el lec’h end-eeun ma save, er c’henta kantved kent H. S., Bibrakt ar Gelted. C’hoaz er Grenn-amzer e oa brudet foar ar Beuvray dre bevar c’horn Bro-C’hall. Eun engroez a dud a denne daveti hag e kased di chatal e-leiz ;
2° ar voaz heuliet en eur rann a Vro-C’hall da rei da dermen d’al lizerou-ferm war ar maez pe gouel-Yann (24 a ve-