lazrôadou ken bras-se a vije bet lidet ivez, bep bloaz, marteze da vare barr an hañv ;
3° E Galia c’hoaz, bodadeg an drouized a veze dalc’het bep bloaz en eul lec’h sakr eus bro ar Garnuted a selled evel kreizenn (medios) Galia [1]. D’ar vodadeg-se e teue an neb, prosezou gantañ a felle d’ezañ o c’hinnig da varn an drouized ;
4° Kuzuliadeg-veur Galia ; ouz hen ober ar pep uhela eus noblañs pep brôad, ec’h en em vode diou wech ar bloaz war a greder (en nevez-amzer hag en diskar-amzer) d’en em guzulia diwar-benn an talvoudegeziou boutin da holl boblou Galia [2]. Ar genta eus ar bodadegou-se a anavezomp a voe dalc’het er bloaz 58 goude ma voe trec’het an Helveted gant Kaesar. Kuz ha lidet-bras e voe ar c’hendalc’hiou anezi, ne gavas neb Roman degemer enno hag e touas an holl gannaded tevel war ar breutadegoù hag ar moueziadegou anezo. Pa voe bet disrannet ar vodadeg, klozet ar c’huzuliadegou ha savet ar menoziou, pennou ar bobl a chomas, fiziet ma ’z oa bet enno ar gefridi da gas da Gaesar mennadou Galia. En emweladenn a voe etrezo ha pengadour an arme roman, an drouiz Dêvikiakos eo a gomzas evit an holl.
E Bibrakt e voe dalc’het marteze bodadeg ar bloaz 58. Hini ar bloaz 55 (nevez-amzer), galvet gant Kasear, a voe graet e Samarobriva (Amiens) ; hini ar bloaz 54 e porz Iktios.
- ↑ E koad Orleañs e tleer da glask al lec’h sakr-se ha neket en-dro da Chartrez. Sellout ouz Jullian, Histoire de la Gaule, II, p. 98, notenn 1. — Adnotenn. Hervez an imbourc’hiou graet gant an aotrou Jalm Soyer, e vije bet kreizen sakr Galia war douar kumunenn Sant-Benead-war-Loar, Iec’h m’eman breman Fleury (Floriacus), eul lec’h brudet hennez er Grenn-amzer penn-da-benn ha betek hizio. E Fleury eo e voe savet er VIIet kantved, war zismantrou ha gant dismantrou eur maensavadur bras eus an oadvez kelt-ha-roman, an abati holl-vrudet a zo bet a-hed ar Grenn-amzer eur greizenn eus ar re virvidika a vuhez speredel, a zeskadurez kristen. N’en deus ket paouezet ar santual anezañ a zedenna, abaoe deiz e savidigez betek hizio, pirc’hirined a-viliadou. Abati Fleurieg o sevel war an dachenn m’edo medio-nemeton « neved kreiz » Gallia, hag ar Werc’hez Vari o kemer lec’h ar Vamm Veur (an Itron dindan zouar, Itron an uhel-goadou-meur) en he mougeo a gêr Chartrez a zo diou skouer anat eus gwirionez al lavar : « Ne vez distrujet da vat eun dra nemet dre lakaat eun dra-all en he lec’h ». J. Soyer, Le temple du dieu gaulois Rudiobus à Cassiciate : identification de cette localité, war Bull. de la Section de Géogr. XXIV, 1920, embannet gant ar Comité des travaux historiques.
- ↑ N’eus prouenn ebet e vije koz-koz ar voazamant-se. Da vare impalaerded Bituitos ne save ken marteze (IIet kantved kent H. S.).