Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/420

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
420
notennou diwar-benn ar gelted koz

vro-se, eur park-hemolc’h a ouspenn 8 hektar, ennañ demmed ha moc’h-gouez. Ar parkou-hemolc’h stag ouz ar c’henkiziou, a anved e latin leporaria « gedonegou », a oa anezo tachennadou ec’hon, o terc’hel a-wechou koadou a-bez, a gaelied enno, neket gedon hepken, hogen ivez bandennadou kirvi ha yourc’hed. Klozet e oa darn eus ar parkou-se gant muriou mein, brikennou pe brenn.


Ar pesketerez. — N’oa ket ar pesketerez, war a heñvel, e ken bras a enor gant ar Gelted hag an hemolc’h. Pleustret e veze warnañ koulskoude, gant eur maread binviou ; treantou, higennou arem pe houarn, rouedou ha, da gredi eo ivez, baouigou a veur a stumm. Da get ez eo aet, hep ma vije manet roudenn anezo, ar rouedou e kerden lin pe gouarc’h hag ar baouigou aozilh. Nemet e c’heller kredi e oa rouedou ar Gelted heñvel a-walc’h ouz ar rouedou a veze en implij gant meuriadou kreizenn Europa da vare an armou mein. Kavet ez eus e dismantrou kêriadennou war zour eun tamm bennak eus ar rouedou-se bet miret gant al lec’hid ; mailhet stank e oa darn anezo ha re all mailhed rouez, ha stag outo poueziou maen ha spoueennou graet gant rusk pin.


Ar sonerez. — Enoret-tre e oa ar sonerez gant holl boblou koz Europa. Betek e-touez ar C’hresianed e oa brudet sonerien an Dhraked : Linos, Thamuris, Orpheus, a zo meneg anezo e kosa lennegez ar C’hres, a oa Thrakiz. Tremen a rae an Dardaned evit beza pleustret a bep amzer war ar sonerez ha graet implij a vinviou dre c’houez pe dre gerden. En armeou al Ligured, war a lavarer, ne veze nepred oc’h emganna nemet an hanter eus ar vrezelidi : ar re all a rae sonerez da denna daveto grad-vat an doueed. Diodôros, o tegas komzou Hekataios, eur skrivagner eus ar IVet kantved kent H. S., a lavar e vije bet, en eun enezenn vras diouz korn hanternoz Galia, eur gêr gouestlet da zoue an heol ; sonerien e oa ar pep brasa eus kêriz hag e c’hoarient an delenn en eur gana meulganou d’o doue. Kavet ez eus bet er Sued hag en Danmark trompilhou arem o tiskouez anat e oa diwar ar VIet kantved kent H. S. gant poblou ar broiou-se anaoudegeziou doun war ar sonerez.

Skridou ha skeudennou an Hen-amzer a ro da anaout d’eomp daou eus binviou-sonerez ar Gelted : an delenn (krotta, krotto) hag an drompilh (karnux, karnon).