yaouankiz, e gened hag e helavarded ; e vent uhel, e daoliou-kaer, e ano zoken a enaoue er c’halonou an azaouez hag an doujañs. Dont a reas a-benn da unani ar C’halianed ouz ar Romaned hag e reas da Gaesar argila a-zirak Gergovia. Trec’het d’an diwez, muioc’h dre wall e soudarded, war a heñvel, eget dre e hini e-unan, grounnet en Alesia hep ken mui a spi da veza dieubet, e vodas e genvroiz. Diskleria a eure d’ezo n’en doa ket en em gemeret gant ar brezel-se evit e vad e-unan, hogen evit mad holl boblou Galia. — « Pa rankomp plega d’an Tonkadur », emezañ, « ec’h en em ginnigan d’eoc’h hag e lezan en ho tibab, pe derri droukrañs ar Romaned dre va maro, pe va rei d’ezo ez veo. » Kerkent e voe dileuret kannaded da Gaesar. Hemañ a c’hourc’hemennas ma vije lakaet etre e zaouarn an armou hag ar benvrezelourien hag a reas sevel e gador-varn er-maez eus ar c’hamp. Hepdale, e voe gwelet eur marc’heg o tiskenn e-unan penn a-ziwar lein menez Alesia. Verkingetorix an hini e oa. Edo en e wiskamant brezel, gant e armou kaera ha, pignet war e varc’h hag heñ harnezet evel evit an emgann, e teue anezañ e-unan d’en em zaskori d’ar Romaned. Degouezet dirak ar gador-varn, e reas d’e varc’h ober eur c’helc’h en-dro da Gaesar [1] ; e lammas d’an douar hag e lavaras : « Sed aze d’it eur c’hadarn, kadarn ar c’hadarna, trec’h out ! » [2]. Teurel a reas e armou ouz treid ar penngadour roman, hag, oc’h araokaat d’e dro, e plegas e c’hlin hag e kroazas e zaouarn. Donedigez souden ar c’hadour-meur en doa graet penn d’ezo gant kement a galon hag a eurvad, he devoa, da genta, leuniet ar Romaned gant eun doare doujañs ; p’e weljont dizarm hag e tailh eun aspeder, e tenereas o c’halon galet eur pennadig. Kaesar hepken ne santas na doujañs, na truez ; tamall garo a reas da Verkingetorix beza bet diwirion d’e vignoniez hag e kemennas d’e zougerien-vouc’hili e baka
- ↑ Verkingetorix, moarvat, eme Herri d’Arbois de Jubainville, en doa staget gant ar c’helc’h-se a-zehou, evit e gloza a-gleiz. Hennez e oa, hervez kredenn ar Gelted, an tu da suraat berz-mat d’an unan.
- ↑ Habe fortem virum, vir fortissime, vicisti. Salaün Reinac’h a ziskrede start e vije bet lezet Verkingetorix da zont war varc’h, e armou gantan, dirak kador-varn Kaesar. « Re aes e vije bet d’ezan laza ar penvrezelour roman gant eun taol speg ». Hervezan, eman an danevell-se o skeudenni d’eomp pompad istorek eur redva (circus) bennak, Rev. archéol. 1923, I, p. 203, n. 1.