Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/364

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
364
notennou diwar-benn ar gelted koz

hag e garga a chadennou. C’houec’h vloaz goude, e Roma, p’edo Kaesar, da zevez e drec’hlid, o sevel d’ar C’hapitol ouz sklerijenn ar gouleier douget gant daou-ugent olifant, Verkingetorix a voe mouget en e brizon gant ar bourreo.

En enezenn Vreiz, n’o devoe ket ar Romaned difraeoc’h na dalc’husoc’h enebour eget Karatakos. Mab d’ar roue Kunobelinos, red d’ezañ divroa pa gouezas stadou e dad e beli ar Romaned, e kilas war-du ar c’hornog dre ma araokae ar re-mañ, o kas da boblou nevez skoazell e gleze, e gadarnded hag e anaoudegez eus traou ar brezel. Dilennet da benn-brezel meur gant ar poblou en em gevredet ouz Roma er bloaz 51 goude H. S., Karatakos a savas e grogad diweza e meneziou an Ordoviked, tost da vor Iwerzon. Gwelet e voe a-raok an emgann o nijal a renk da renk, o kas enaoui e kalonou ar vrezelourien vreizat an tan a verve en e galon-heñ. Gervel a rae an deiz-se eun devez a frankiz pe a sklaverez da viken ; degas a rae da goun anoiou ar gadourien wechall o doa argaset Kaesar, harzet diouz o gouenn dre o nerz-kalon an tailhou hag ar bouc’hili ha miret dinamm enor o gwragez hag o bugale. — « Pep-hini eus e gomzou », eme Dacitus, « a dride an holl ouz he c’hlevout ; pep soudard a c’halve an doueed da dest n’hallje na daredou, na gouliou e lakaat da gila kammed. » — Hir, gwadus ha start e voe ar c’hann ; d’an diwez e chomas an trec’h gant ar Romaned gwelloc’h armet hag akuitaet. Karatakos a glaskas minic’hi digant ar rouanez Kartismandua a reas e serri hag e werzas d’ar Romaned. Degaset da Roma gant e holl diegez, e teuas dirak an impalaer Claudius. Ar brizonidi all, dindan o aon, a reas da hemañ pedennou digalon. Karatakos, er c’hontrol, en em ziskouezas dalc’hmat enorus-tre en e stumm ha ne rannas ger da denna outañ an druez. An impalaer a rôas d’ezañ e vuhez ha hini e dud. War a lavarer, pa weladennas Roma, o sellout ouz ar paleziou dispar a gaerae ar gêr-se, e vanas sebezet-holl : « Petra ? » emezañ d’ar Romaned e ambrouge, « traou-ker kaer a biaouit hag e c’hoantait da gaout hon lochennouigou-ni  ! » [1].

  1. An impalaer Augustus (27 kent H. S. — 14 goude) an hini en doa kaeraet Rom gant maensavaduriou bras a bep seurd. War zifin e vuhez, e c’helle lavarout hep mont en tu-hont d’ar wirionez : « Brikennou e oa ar gêr am eus kavet. Mein-marbr eo an hini a lezan war va lerc’h ».