Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/362

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
362
notennou diwar-benn ar gelted koz

Vuzantion, ec’h eh em ziskouezas hegarat ha servijus, c’hoantek-tre da blijout d’an holl ; evel ma oa brezel etre Buzantiz ha roue Bithunia, e teuas da unvanour hag e reas ober ar peoc’h. Harpa a rae ar c’henwerz hag ar varc’hadourien ha, keit ha ma vevas, e voe ar vrasa surentez gant an hentou en-dro d’ar Bosfor ha d’ar mor Du, skarzet ma ’z oant bet gantañ diouz al laeron dhrakiat a zisurae anezo. Eur fazi hepken en devoe Kavaros : selaou ouz e dud a lez, Gresianed anezo.

Deiotaros, roue ar C’halated, a voe e-touez e vignoned ar Romaned uhela ha desketa eus e amzer, Pompeius Magnus, Kaesar, Crassus, hag ar breutaer Kikero, a savas d’ezañ e vreutadenn vrudet Pro Deiotaro. Deue e oa da roue an Dolistoboged war-lerc’h e dad ; ar vad a reas d’ar Romaned a dalvezas d’ezañ beza anvet gant ar sened da roue Armenia-Vihana. O veza m’en devoa bet da glemm eus e zeuñv, ar roue phrugian Kastor Tarkondarios, hag eus ar wreg anezañ, e verc’h end-eeun, e lazas anezo en o c’hreñvlec’h a Gorbeus, a voe divogeriet ha dismantret gantañ penn-da-benn. Gwirion d’al lealded en devoa touet d’ar bobl roman, ne dermas ket, daoust d’e hir-oad, da gemerout an armou, pa voe frankiz Roma lakaet en arvar gant Kaesar. Hemañ, bet an trec’h gantañ, a lamas digant Deiotaros an Armenia hag e rouantelez war an Drokmed, evit o rei d’eun den estren a Bergam. Kikero a ro da Deiotaros an uhela meuleudi ; komz a ra eus eeunded ha glanded e vuhez, eus e lealded, e gadarnded, eus madelez e galon, eus e zislontegez ; ne voe gwelet neb gwech oc’h en em vezvi pe o korolli. Brudet e oa, n’eo ket hepken evel eur roue kalonek, hogen ivez evel eun tad a diegez eus ar gwella, eur mat a c’hounideg-douar, eur merour oberiant. — « E pe vro », emezañ, « diraezet betek enni ano ar bobl roman, ne voe ket klevet meuli reizded, nerz-kalon, kadarnded, spered didouell Deiotaros ? »

Verkingetorix, a oa bet, da genta, e niver an uhelidi c’halian-se a zastume Kaesar en-dro d’ezañ o klask gounit ar garantez anezo dre e lubanerez ha spi ar c’hargou uhel. Nemet n’houle ket an den yaouank her kaout enoriou digant an estren. Er goueliou-lid hag er c’huzuliadegou m’en em vode ar C’halianed a-vandennou er c’hoadou sakr, e vroude anezo dre brezegennou taer meurbet da adc’hounid o frankiz reiz a wechall. Gounezet e voe an holl gant e